KromozomAr c'hromozom (diwar ar gresianeg χρῶμα/chroma liv ha σῶμα/soma korf) zo un elfenn graet gant TDN ha proteinoù (an histonoù) er c'helligoù. Er c'hromozom emañ an titouroù genetik hag a vez dasparzhet e pep kellig dre ar rannadur kelligel.
Lec'hiadur er gelligDiouzh ar gellig eo. Kromozomoù ar c'helligoù eukariotKromatin fetisaet a ya d'ober ar c'hromozomoù. Cheñch a ra stumm ar c'hromatin diouzh prantadoù ar c'helc'hiad kelligel. StummAn aliesañ zo stumm un X gant ar c'hromozom, gant div vrec'h hir ha div vrec'h verr, liammet er poent anvet santromer. Diouzh al lec'h m'emañ ar santromer e vez disheñvelaet ar c'hromozomoù :
Kromozomoù direizh a c'hell bezañ ivez :
KariotipHeñvel eo kariotip bevedegoù ar memes spesad. Er c'helligoù somatek ez eus bep a div skouerenn kromozom. Ur skouerenn hepken zo er c'helligoù seksel. Kromozomoù ar c'helligoù prokariotE darn vrasañ ar bakteri eo kelc'hiek ar c'hromozom. |