Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020
Kevezadeg bed Formulenn 1 2020 eo 71añ abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur bloavezh etre a oa sañset bezañ da c'hortoz ar cheñchamant bras a reolennoù e 2021. Lewis Hamilton a oa ar c'hampion en titl, ha graet en doa kement ha Michael Schumacher o tapet ur seizhvet titl. Mercedes a oa ar skipailh kampion en titl hag aet e oa ar maout ganto ur wezh adarre, ar seizhvet diouzh renk. Reuz a oa bet er gevezadeg-se abalamour d'ar bedreuziad Covid-19 en deus ampellet pe nullet meur a redadeg. Sañset e oa da gomañs e miz Meurzh gant Priz Bras kirri Aostralia a oa bet nullet d'ar Gwener a-raok. Ne voe redet tamm redadeg ebet betek miz Gouere. 22 redadeg a oa sañset bezañ redet, ur rekord, met n'eo ket anavezet an deiziadur klok evit poent dre ma c'hortozer gouzout penaos e troio an traoù a-raok an hañv. Bleinerien ha kirriSetu roll an holl vleinerien, skipailhoù hag oberourien kefluskerioù o deus da redek e 2020. Prizioù Bras 2020Raktreset a-raok penn-kentañ ar bloazKoulzad 2020 Keveadeg bed ar F1 a oa sañset bezañ an hirañ a zo bet biskoazh, gant 22 redadeg. Abalamour d'ar bedreuziad COVID-19 ha d'ar muzulioù-yec'hed kemeret gant ar Stadoù evit herzel d'ar c'hleñved avat e voe splann ne c'helle ket ar redadegoù bezañ redet evel boas. Priz Bras Sina a voe an hini kentañ daleet a-raok komañs ar gevezadeg. Bet eo ar skipailhoù betek Aostralia evit redek ar Priz Bras, met pa voe kavet unan klañv e skipailh McLaren Racing e voe lakaet ar redadeg en arvar. Betek diwezhat e voe klasket un tu da redek - o redek hep publik da skouer - met a-benn ar fin e voe nullet da vat. Gant ar muzulioù kemeret gant ar Stadoù e-kerzh miz Meurzh e voe splann ne c'helle ket ar gevezadeg bezañ redet evel boaz. Monako a embannas e vije nullet ar redadeg kar re ziaes e vije daleañ anezhi dre ar prientiñ a ranker ober. Priz Bras Bro-C'hall a voe nullet ivez abalamour d'ar muzulioù padus bet kemeret gant ar Stad. Ar redadegoù all a voe daleet kentoc'h gant ar spi aozañ anezho adalek miz Even - miz Gouere.
Deiziadur ofisielKlasket e voe erlec'hiañ ar redadegoù nullet hag en em lakaat asur e vije redet ar re all. Lod eus ar redadegoù, dreist-holl a re gentañ, a oa bet raktreset bezañ redet hep publik. Kinniget e oa bet redek div wezh war ar memes troiad evit un nebeud redadegoù da gaout ar muiañ a redadeg ma c'helled ha troiadoù a oa bet ar F1 enno o doa kinniget aozañ redadegoù - evel Imola, Hockenheim... E kreiz miz Mae ne oa bet embannet deiziadur ebet gant an FIA, met hogozik sur e voed e vije stank-kenañ eil darn ar bloavezh, betek miz Genver 2021 zoken[1]. D'an 2 a viz Even e voe embannet un deiziadur kentañ gant eizh redadeg en Europa, trawalc'h evit kuruniñ ur c'hampion. Leusket e voe a-gostez ar redadegoù er maez eus Europa abalamour ne oant ket sur da vezañ redet[2]. CheñchamantoùSkipailhoùCheñchamantoù skipailh
BlenierienMont a reont kuit
Distroioù
Deraouidi
E-kerzh ar bloaz
Renkadur 2020Blenierien
Saverien
Notennoù ha daveoù
|