Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

K barrennet

, a lenner kêr pe K barrennet, zo un arouezenn vrezhonek a vez arveret abaoe ar XVvet kantved e deroù an anvioù-lec'h : da skouer, skrivet e vez « Ꝃaofred » evit "Keraofred".

Implij

K barrennet war bez Gabriel Le Coat de Kerveguen (1800-1860)

En un anzav[1] bet skrivet e 1494 e kaver ar c'hentañ testeni anavezet eus Ꝃ[2].

Ingal e veze implijet er vuhez pemdez betek dibenn an XVIIIvet kantved, koulz en anvioù ar manerioù ha re an atantoù, hag en anvioù-tud deveret diouto, ha pa vijent eus an noblañs pe eus ar werin.
Ker boas hag anat e teuas ar berradur e spered ar skriverion ma veze tremenet hep ar varrenn alies, evel e Kargroas evit "Kerargroas" (1819) pe c'hoazh Kebel evit "Kerebel" (1864) — anv an elfenn gimiek kripton, bet dizoloet e 1898, a vije bet lennet kêrripton gant Breizhiz ar mare neuze.(Daveoù a vank)

Berz

K barrennet war kartenn Cassini.

Hevelep boaz sevenadurel lec'hiel ne oa ket diouzh grad amaezhiadurezh ar Stad C'hall ; he C'huzul-Stad a lakaas berz war arver Ꝃ er skridoù ofisiel dre un diferad bet embannet war-dro 1895[3].
Kendalc'het o devoa Breizhiz gant o doare, hep mar, pa voe embannet war Journal Officiel ar Republik c'hall an 22 a viz Gwengolo 1955 ur c'hemenn sklaer enep implij an arouezenn[4].

« War a lavaras [eme un urcher hag a zalc'he lec'h un noter], e oa deuet an urzh eus Pariz hag a rae difenn da verraat skritur an anvioù tiegezh. Ne c'helled mui, hiviziken, er skridoù savet el lezioù-barn hag en tiez-kêr, lakaat Ꝃ evit Kêr, da skouer Ꝃnalegenn evit Kernalegenn. « Ur vezh, » emezañ, « n'o devo ken ar Vretoned ar gwir da skrivañ anvioù 'zo eus o bro evel ma plij ganto ! »
Yeun ar Gow Al Liamm, niv.176, p.197 (hervez e skrid e tremen an traoù er bloaz 1915)

Aspadennoù

Ar stummoù K' ha K/ a gaver a-wechoù, el lizheroù-kañv dreist-holl, hag el levrioù-pellgomz pa oa c'hoazh dindan ren ar Stad c'hall (kent an 2 a viz Gouhere 1990 neuze).

Un arouezenn zo bet lakaet en nodrezh "Kelt Unicode" (gwelit al liamm diavaez) ; U+A742 eo anv ar bennlizherenn Ꝃ en Unicode etrebroadel, trawalc'h eo bizskrivañ & #42818; (hep gwenn) evit Ꝃ evel er pennad-mañ. Ul lizherenn vihan zo ivez : (& #42819; = U+A473)[5].

  • Aotreet eo kement den d'ober gant an arouezenn vreizhat-rik-se pa skriv gant an dorn ez-prevez – un doare aes eo da bellaat diouzh beli... Ꝃnetra[6].
  • Ur gannadez c'hall, Emeline K/Bidi ([kɛʁbidi]), zo bet dilennet daoust dezhi kaout un anv ma'z eo skrivet an arouez berzet gant al lezenn[7] ; K'Bidi a vez skrivet ivez[8].

Levrlennadur

  • Yann Riou (1992), Le K barré d'hier à aujourd'hui – Exposé basé sur l'exemple de Lampaul-Plouarzel, Association Lambaol, Lambaol-Blouarzhel.

Liammoù diabarz

  • Ker en anvioù (tud, lec'hioù...),
  • Kêr, an anv boutin.

Liamm diavaez

Notennoù

  1. Da vare ar c'hladdalc'helezh e oa un "anzav" un disklêriadur skrivet en anv ur gwaz p'en em ouestle d'un aotrou en eskemm ouzh un dalc'h.
  2. Diellaoueg Penn-ar-Bed, diell niv. 1E 410/1.
  3. Yann Riou, op. cit., p. 6. Roud ebet war lec'hienn [Kuzul-Stad Bro-C'hall].
  4. Legifrance Mellad 88
  5. (en) Unicode character "Latin capital letter K with diagonal stroke" (U+A742)
  6. Unan eus lesanvioù brezhonek niverus Pariz eo « Ꝃnetra ».
  7. Assemblée nationale
  8. Zinfos974
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9