Josef MengeleJosef Mengele
Josef Rudolf Mengele, ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1911 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1979, a oa un ofiser alaman er Schutzstaffel (SS) ha medisin e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lesanvet e oa "Todesengel" (brezhoneg: Ael ar marv), gwallvrudet eo abalamour d'e arnodoù damvezegel ha marvus war prizonidi kamp-bac'h Auschwitz II (Birkenau), lec'h ma oa ezel eus ur strollad medisined karget da zibab piv a oa da vezañ lazhet er c'hambroù-gaz, ha bez e oa bet unan eus ar medisined a implijas ar gaz. A-raok ar brezel, Mengele a oa bet enoret gant un doktorelezh war an antropologiezh hag ar medisinerezh, ha kroget e oa goude da vezañ ur c'hlasker. Emezelet e oa er Strollad Nazi e 1937 hag en SS e 1938. Pa oa tarzhet an Eil Brezel-bed e oa bet kaset d'ur batailhon medisinel evel ofiser. Goude-se e oa bet kaset d'ar servij er c'hampoù tolpañ e penn kentañ 1943 ha kaset da Auschwitz. Erruet eno e oa kroget gant taolioù-arnod genetek war prizonidi. Pal e arnodoù a oa dreist-holl gevelled, hep damant evit yec'hed pe stad vat an dud. Goude ar brezel e tec'has Mengele da Arc'hantina e 1949. Bevañ a reas eno e-pad meur a vloaz, a-raok tec'hout da Vrazil e 1960, pa ouie e oa klask war e lerc'h gant "chaseourien nazied". Beuziñ a reas e 1979 pa oa o neuial war aod stad São Paulo, ha beziet e voe dindan un anv faos. Dizoloet e voe e relegoù e 1985, da-heul ur c'hlemm gant justis Alamagn, ha prouet e voe gant testoù ADN e oa e gorf dezhañ a oa er bez. |