Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Jean Moulin

Jean Moulin.

Jean Moulin (20 Mezheven 18998 Gouere 1943) a oa ur prefed gall hag a gemeras perzh en harzerezh e-pad an Eil Brezel Bed[1]. Abalamour d'e galonegezh ha peogwir e varvas goude bezañ bet tapet gant ar Gestapo eo deuet da vezañ ardamez an harzerezh gall.

A-raok 1939

Plakenn da Jean Moulin e Kastellin

Ganet e voe e Besièrs, e departamant an Hérault. Kemer a reas perzh er Brezel Bed Kentañ e 1918. Tapout a reas kaout un aotreegezh war ar gwir e 1921. Diwar neuze e redas e reuz e isprefetioù ha prefetioù.

Dimeziñ a reas gant Marguerite Cerruti e miz Gwengolo 1926 met dibriediñ a rejont e 1928.

E 1930 e teuas da vezañ isprefed Frañs yaouankañ, oc'h annezañ e Breizh, e Kastellin. Eno e gemeras perzh e buhez arzel ar c'horn-bro. Ober a reas tresadennoù politikel evit ar gazetenn Le Rire dindan al lesanv Romanin. Mignoniñ a reas gant arzourien vreizhat evel Saint-Pol-Roux e Kameled ha Max Jacob e Kemper. Skeudennaouer e voe evit Tristan Corbière. Da skouer e tresas un dour-kreñv evit levr ar barzh montrouleziat La Pastorale de Conlie diwar-benn Kerfank, kamp Conlie e-pad brezel 1870-1871.

Dont a reas da vezañ prefed yaouankañ Frañs e miz Genver 1937 e departamant an Aveyron e Rodés.

An harzerezh

E 1939 e oa anvet prefed an Eure-et-Loir. Serret e oa gant an Alamaned e miz Mezheven 1940 peogwir e nac'has sinañ un teul alaman a damallae ul lazhadeg siviled da soudarded senegalat an arme c'hall. Klask a reas en em zistruj en toull-bac'h, dre derriñ e c'houzoug gant un tamm gwer. Se a lezas dezhañ ur gleizhenn hag a vefe diwar neuze kuzhet gant e skerb — ar skeudenn dalc'het e soñj an dud an deiz hiziv.

E miz Du 1940 e oa urzhiet d'an holl brefeded gant renad ar Stad C'hall diskouviañ maered ar c'hêrioù ha kêriadennoù eus an tu-kleiz. Nac'h a reas Jean Moulin en ober ha digouviet e oa eñ ivez. Bevañ a reas e Saint-Andiol (Bouches-du-Rhône) ha mont a reas da-gaout an harzerezh gall. Tizhout a reas Londrez e miz Gwengolo 1941 dindan an anv Joseph Jean Mercier ha kejañ a reas gant ar jeneral Charles de Gaulle a c'houlennas digantañ unvaniñ ar strolladoù rezistañs liesseurt a oa anezho. D'ar 1añ a viz Genver 1942 e oa harzlammet war an Alpilles. Dindan an anvioù-kod Rex ha Max e vodas gant pennoù ar strolladoù harzerezh:

Eilet e oa en e labour e-barzh an harzerezh gant e sekretourez prevez Laure Diebold.

Mont a reas Jean Moulin en-dro da Londrez e miz C'hwevrer 1943, gant Charles Delestraint, penn ar strollad nevez Armée secrète. Mont a reas kuit d'an 21 a viz Meurzh 1943 evit krouiñ ar Conseil National de la Résistance (CNR), ur gefridi ziaes pa felle da bep luskad rezistañs chom dizalc'h. An emvod kentañ a oa e Pariz d'ar 27a viz Mae 1943.

Serret e voe Jean Moulin d'an 21 a viz Even 1943 e Caluire-et-Cuire (departamant ar Rhône) e ti an doktor Frédéric Dugoujon el lec'h ma oa bodet pennoù an harzerezh. Goulennatet e oa e Lyon gant Klaus Barbie, penn ar Gestapo eno, ha war-lerc'h e Pariz. Ne ziskulias morse tra d'e skraperien. A-benn ar fin e varvas dindan jahinerezh taer e-kichen Metz, en tren a oa o kas anezhañ da vBerlin. Mervel a reas abalamour da c'hloazadennoù deuet dre e jahinirezh pe dre vezañ klasket en em zistrujañ, ar pezh a zisklêrias Klaus Barbie goude. A-du emañ Patrick Marnham, skriver-buhez Jean Moulin, gant an displegadenn-mañ, daoust ma vez degemeret gant an dud en doa Barbie eñ e-unan skoet taol ar marv gant Jean Moulin.

Piv a drubardas Jean Moulin?

Tabut zo evit gouzout piv a drubardas Jean Moulin. Hervez lod eo René Hardy. Serret e oa hemañ gant ar Gestapo, ha dieubet. Mont a rejont war e lerc'h betek an emvod e ti an doktor e Caluire, o tegas eta an nazied betek Jean Moulin. Lod a soñj dezho en doa graet an dra-se a-youl-gaer, lod all a soñj dezho ne oa nemet dre zievezhded.

Lod all avat a lavar e oa trubardet gant ar gomunisted. Daoust ma oa komunisted e-touez e vignoned e soñj da bPatrick Marnham e oa trubarded gant ar c'homunist Raymond Aubrac.

Ar richenn

Beziet e voe da gentañ e Bered ar Père Lachaise e Pariz. E ludu a voe treuzkaset goude d'ar Panthéon d'an 19 a viz Kerzu 1964. Ar brezegenn a lavaras André Malraux, skrivagner ha ministr, d'an deiz-mañ, a zeuas da vezañ brudet-tre.

Daveoù

  1. [1] BBC: Jean Moulin (1899 - 1943)

Levrioù

  • Patrick Marnham. Jean Moulin. John Murray: New York, 2000.
  • John F. Sweets. The Politics of Resistance in France, 1940-1944. A History Of The Mouvements Unis De La Resistance. Northern Illinois University Press: De Kalb, 1976. (ISBN 0-87580-061-0)
  • Laure Moulin. Jean Moulin. Presses de la Cité: Pariz, 1982. [prezegenn André Malraux evit rakskrid]. (ISBN 2-258-01120-5)
  • Pierre Péan. Vies et morts de Jean Moulin. Fayard: Pariz, 1998. (ISBN 2-213-60257-3)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9