Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Herve Seubil gKernaudour

Herve Seubil gKernaudour
Herve Seubil gKernaudour
Anv ofisiel Hervé Sebille Kernaudour
Obererezh Barzh, troour, yezhour
Ganedigezh 1957
e Treger Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Brezhoneger ar bloaz 2015
Oberennoù pennañ
Prientiñ Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille Frañsez Vallée;
Ar Roue Arzhur ha Marc'heion an Daol-Grenn;
Keridwal

Herve Seubil gKernaudour, ganet d'an 12 a viz Even 1957, zo barzh, yezhoniour, saver pennadoù gwask ha troour brezhonek. Arbennigour war ar c'hoariva brezhonek rak-vodern ha war rannyezh Treger eo. Dentour eo eus e vicher. Hervé Sebille Kernaudour eo e anv ofisiel.

Buhez

Ganet en ur familh gozh eus Bear eo Herve Seubil gKernaudour, gourniz d'ar barzh Erwan Seubil gKernaudour (1911-1940)[1] eo. Kar-he-yezh eo e familh, ken he deus kinniget unan eus e c'hoarezed, Yanna, abadennoù brezhonek war Radio Pays de Trégor asambles gantañ. Kaozeadennoù brezhonek a ra er skingomz hag er skinwel ingal. Pa oa krennard e taremprede aliezik Anjela Duval ha Marsel Klerg. Levezonet eo bet gant Skol an Emsav pa oa war e studioù e Roazhon. Pa oa bugel en doa bevet e Berlin ken en doa desket alamaneg eno. Goude se en doa tremenet e yaouankiz e Châtillon (Hauts-de-Seine), e rannvro Bariz.

Studioù dentouriezh e Skol-veur Paris Descartes en deus graet ha, war un dro, en deus studiet meur a dra all ivez : denoniezh, istor, yezhoù (heniwerzhoneg, krenniwerzhoneg, krenngembraeg), nadozwanerezh, henegipteg, saozneg, sañskriteg, yideg, hebraeg, ketchouaeg, finneg, poloneg ha hungareg). Un aotreegezh war ar brezhoneg hag unan all war an hebraeg hag ar yideg en deus bet, un DEA war an istor hag unan all war an hebraeg. Diskibl eo bet da Édouard Bachellery, Léon Fleuriot ha Pierre-Yves Lambert, en École pratique des hautes études. Gant Gwenole ar Menn eo bet heñchet war-zu ar c'hoariva brezhonek kozh.
Barrek eo war ur pemzek yezh bennak : brezhoneg, alamaneg, galleg, saozneg, kembraeg, kerneveureg, iwerzhoneg, islandeg, hungareg, hebraeg, arameeg, yideg, nahuatleg, latin, henc’hresianeg.

Sekretour ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg eo bet e-pad un nebeud bloavezhioù.

Skrivagner liesdanvez

Un toullad barzhonegoù brezhonek gant klotennoù diabarzh en deus skrivet evit ar gelaouenn Al Liamm. Skrivañ a ra e brezhoneg war meur a zanvez (gerdarzhadurezh, rannyezh Treger, c'hoariva rak-vodern) er c'helaouennoù evel Hor Yezh hag Al Liamm ha boued en deus roet da vMoutig. Levrioù yaouankiz en deus troet diwar ar galleg, an alamaneg hag unan all diwar ar saozneg amerikan. Prientet en deus evit an embann dornskrid geriadur rannyezhoù Treger ha Kerne-Uhel savet gant François Vallée.

Prizioù

Oberennoù

Pennadoù gwask

  • Degasadennoù da studi istor ar c'hoariva brezhonek pobl e Goueloù e diwezh an XVIIIvet kantved", Britannia monastica / Klask, À travers les îles celtiques = A dreuz an inizi keltiek = Per insulas scotticas, Rennes, 2008, pp. 413-433.
  • Tregerieg gourlu = Br. talbod, La. angelica, Hor Yezh, n° 256, Kerzu 2008
  • A-zivout ar ger tregeriek pentoufañ, Hor Yezh, n° 262, Mezheven 2010
  • A-zivout ar ger tregeriek pi(g)elloù, Hor Yezh, n° 265, Meurzh 2011

Embannerezh

  • Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille, Kuzul ar Brezhoneg, Lannuon, 2014. Aozadenner evit an embann.
  • Keridwal, barzhaz, Embannadurioù Al Liamm, 2017.

Troidigezhioù brezhonek

  • Breudeur Grimm, Marvailhoù Grimm, skeudennoù gant Pawel Pawlak. An Here, 1997. Troet diwar an alamaneg.
  • Geneviève Huriet, Nijadenn ar re Dro-Heol, Keit Vimp Bev, 1997. Troet diwar ar galleg. ISBN2-86824-025-9
  • Molly Perham, Ar roue Arzhur ha marc'heion an Daol-grenn, An Here, 1998. Troet diwar ar saozneg amerikan.
  • Yves Tanguy, René Le Bihan & R. Mabin, An Here, 2001
  • Div zanevell gant Anatol ar Braz hag Émile Souvestre, diwar ar galleg, e Mojennoù ar marv e Breizh-Izel hag e Breizh-Uhel, An Alarc’h, 2013.

Daveennoù

  1. Erwan Seubil gKernaudour (anv barzh : Evnig Kernaour) en deus diazezet Kelc'h keltiek Bear er bloavezhioù 1930.

Liammoù diavez

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9