Heinrich Luitpold Himmler (ganet d'ar 7 a viz Here1900 e Munich ha marvet d'an 23 a viz Mae1945 e Lüneburg), a voe e-touez pennoù galloudusañ an Trede Reich.
Mestr dibar an SS (Reichsführer-SS) e voe, ha mestr war holl servijoù polis Alamagn p'edo e penn der Deutschen Polizei, ar Gestapo en o zouez. Gwelet eo ivez evel ar Jahrhundentmörders (« muntrer ar c'hantved ») gant un nebeud speredoù alaman. Dre emlazh e varvas, kuit a vezañ paket ha barnet.
Kiriek e voe Himmler eus ar pep pouezusañ en oberenn distrujañ an eneberezh politikel en Alamagn nazi hag er renad-se, diazezet war ar spont er broioù aloubet. Mestr pennañ ar c'hampoù-tolpañ ha distrujañ e voe, hag aozer meur an "diskoulm diwezhañ".
Harzadenn hag emlazh
Argaset gant e gamaraded, klasket war e-lerc'h gant ar Gevredidi, Himmler a glaskas ul lec'h repu. N'en devoa ket prientet un darvoud evel hennezh da c'hoarvezout, prientet en devoa memestra ul levrenn soudard faos gant an anv "Serjant Heinrich Hitzinger". Gant ur strolladig e tec'has war-du Friedrichskoog d'an 11 a viz Mae, hep n'en devije ul lec'h repu resis en e spered.