Ferdinando Iañ de' MediciFerdinando Iañ de' Medici
Mab e oa da Cosimo Iañ de' Medici ha da Eleonora di Toledo. Dimeziñ a reas da Cristina di Lorena E vuhezYaouankizFerdinando a oa c'hwec'hvet bugel an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici ha Eleonora di Toledo, merc'h da Don Pedro Alvarez de Toledo, besroue spagnol rouantelezh Naplez. Anvet e voe da gardinal e 1562, d'an oad a 14 vloaz, kerkent goude marv e vreur kardinal Giovanni. E Pisa e varvas e vamm Eleonora gant ar malaria, hag ivez e vreudeur Giovanni ha Garzia, ha ne chomas nemetañ bev. Diwezhatoc'h e voe taget gant an droug-skevent. Bloavezhioù renRen a reas Ferdinando Iañ e Dugelezh-veur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici adal 1587, pa oa 38 bloaz. E Roma, evel kardinal, en devoa Ferdinando diskouezet e oa ur merour ampart. Mirout a reas ar garg a gardinal pa voe lakaet da zug-meur, met, en arbenn d'an Dierniezh, e rankas dilezel ar garg da zimeziñ da Cristina di Lorena e 1589. Pa varvas e 1609, en devoa pevar bugel. An henañ e oa Cosimo II de' Medici, a renas adal e 19 vloaz. E verc'h Claudia (1604-1648) a zimezas da Federico Ubaldo, dug Urbino, ha goude intañveziñ ec'h addimezas da Leopold V Aostria. E meur a zoare e reas Ferdinando Iañ ar c'hontrol-fed eus e vreur Francesco a-raokañ. Un den eeun ha brokus e oa, ha ren a reas hep garventez. Paeroniañ an arzoùE vab henañ Cosimo II de' Medici a renas war e lerc'h. Arnod trevadenniñE deroù ar XVIIvet kantved e soñjas Ferdinando Iañ mont da grouiñ ur rouantelezh da Afrika, met a-benn ar fin e troas e selloù war-du Brazil, ma klaskas kas da benn un arnod trevadenniñ en Amerika[1]. D'an 30 a viz Eost 1608 e resevas ul lizher a-berzh an ijinour firenzat Baccio da Filicaia, a oa e Lisbona. El lizher e tisplege an abegoù ma oa trevadenn bortugalat Brazil o vont da fall. Daous da se, miz goude, setu Ferdinando o paramantiñ ur garavellenn hag un dartanenn e porzh Livorno, hag o fiziout er c'habiten saoz Thornton[2]. Pa zistroas ar "Santa Lucia", galion Thornton da Livorno e 1609 eus e droiad da Amazonia e klevas e oa marvet Ferdinando Iañ abaoe un nebeud mizioù hag e oa echu gant hunvre an trevadennerezh dindan an dug-meur nevez Cosimo II, pa oa prest da gas tud eus di Livorno e Lucca da Suamerika, da lec'h m'emañ Gwiana c'hall hiriv. Distroet e oa Thornton gant dafar ac'hano, broiz ha laboused[3]- goude bezañ diskennet en Enez Trinidad. D'ar 7 a viz C'hwevrer 1609 e varvas an dug-meur hag e Firenze ne soñjas den ebet ken e sevel un drevadenn tramor .[2] E vugaleNav bugel o doe Ferdinando ha Cristina di Lorena:
Notennoù
Levrlennadur
pennadoù kar |