Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Emgann Berlin

emgann Berlin
emgann
Rann eusTalbenn ar Reter Kemmañ
Arvezhistory of Berlin Kemmañ
Anvet diwarBerlin Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Lec'hBerlin Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°31′7″N 13°22′34″E Kemmañ
Deiziad kregiñ16 Ebr 1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Mae 1945 Kemmañ
PerzhiadTrede Reich, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Provisional Government of the Republic of Poland Kemmañ
Order of battleorder of battle for the Battle of Berlin Kemmañ
Map
Ar Reichstag freuzet e-pad Emgann Berlin

Emgann Berlin, pe Schlacht um Berlin, anvet Oberiadur Argadenn Straegiel Berlin gant an Unvaniezh Soviedel, pe Kouezhadenn Berlin, a voe argadenn veur ziwezhañ ar Gevredidi war Talbenn Europa en Eil Brezel-bed.

Goude an Argadenn war ar Vistula–Oder e miz Genver-C'hwevrer 1945, al Lu Ruz a oa chomet da c'hortoz war ul linenn 60 km er reter da Verlin. D'an 9 a viz Meurzh, Alamagn he devoa savet ur steuñv evit difenn kêr Berlin. Anv ar steuñv a oa Oberiadur Clausewitz. Ar c'hentañ obererezhioù difenn e kelc'h-tro Berlin a oa bet kroget d'an 20 a viz Meurzh. Ar re-se a oa suj d'an den nevez e penn Strollad lu ar Vistula, ar jeneral Gotthard Heinrici.

Pa voe adkroget an argadenn soviedel d'ar 16 a viz Ebrel, e oa daou dalbenn (strollad arme) o tagañ Berlin : unan eus ar reter, unan all eus ar su. Un trede hini a flastras an nerzhioù lu alaman a oa en norzh d'ar gêr-benn.

A-raok ma krogfe Emgann Berlin, an Arme Ruz en doa kelc'hiet ar gêr goude bezañ bet trec'h e meur a emgann diouzh renk, dreist-holl Emgann Seelow hag Emgann Halbe. D'an 20 a viz Ebrel 1945, Devezh deiz-ha-bloaz Hitler, ar 1añ Talbenn Bielorusian renet gant ar Marechal Georgy Zhukov, o heuliañ hentoù eus ar reter hag eus an norzh a groge da ganoliañ kreiz-kêr Berlin. E-pad an amzer-se ar marechal Ivan Konev gant e 1añ Talbenn Ukrainian a freuze linennoù difenn ar Strollad Arme Kreiz hag a yae war-raok dre bannlev su ar gêr. D'an 23 a viz Ebrel ar jeneral Helmuth Weidling e oa lakaet e-penn an nerzhioù difenn e Berlin. Ar gwarnizon a oa savet gant divizionoù mac'hagnet ha dizurzhiet eus ar Wehrmacht ha Waffen-SS, gant nerzhioù diampart ar Volkssturm ha re an Hitlerjugend. Dindan doug ur sizhun e teuas a-benn an Arme Ruz da aloubiñ ar gêr a-bezh.

A-raok ma vefe echuet an emgann, Hitler hag pennoù bras zo eus an Trede Reich a emlazhas. Gwarnizon ar gêr a godianas d'an 2 a viz Mae, met kenderc'hel a reas ar stourm er biz, kornôg, ha mervent Berlin, betek fin ar brezel d'an 8 a viz Mae (9 a viz Mae evit an Unvaniezh soviedel). Lod eus an unvezioù alaman a stourmas evit tec'hout kuit hag en em rentañ d'ar gevredidi kornôgat e-serr d'ar gomunisted.

Levrlennadur

  • (en) BEEVOR Anthony, Berlin : The Downfall 1945, Londrez, Penguin, 2002, ISBN 9780670030415
  • (ru) NIKOULIN Nikolai, Воспоминания о войне (memorioù brezel), Mirdi ar Peniti, Sant Petersbourg, 2007
  • (en) Cornelius Ryan, The Last Battle, NY Simon & Schuster, 1966.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9