Da bemzek vloaz, war-lerc'h marv he zad, e voe Dugez Akitania ha kontez Poitiers. Tri miz goude e timezas da Loeiz, mab he diwaller, ar roue gall Loeiz VI, ha kenroue gantañ. Neuze enta eo evel rouanez ar Franked eo e kemeras perzh en Eil Brezel ar Groaz. Pa voe echu ar brezel e tivizas an daou zen yaouank terriñ o dimeziñ, abalamour ma oa c'hoant Eleanora hag ivez dre ma ne oa ganet nemet div verc'h : Marie hag Alix. Torret an dimeziñ eta d'an 11 a viz Meurzh1152 abalamour ma oa bet kavet kenwadelezh er pevare derez. Chom a reas ar merc'hed gant o zad, ha roet e voe he douaroù da Eleanora en-dro.
Kenkent hag erru e Poitiers e kinnigas Eleanora da Herri, dug Normandi, 11 vloaz yaouankoc'h, dimeziñ ganti. Ha d'an 18 a viz Mae1152, c'hwec'h sizhun goude an torr-dimeziñ, e timezas Eleanora Akitania da zug Normandi. D'ar 25 a viz Here1154 e teuas he fried da vout roue Bro-Saoz, ha setu Eleanora Akitania deuet da vout rouanez Bro-Saoz.
E-kerzh an 13 vloaz a-c'houdevezh e roas teir merc'h ha pemp mab d'he fried, en o zouez Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar a zeuas da vout rouaned Bro-Saoz ha Jafrez a zeuas da vout Dug Breizh.
Bugale
Gant Loeiz VII (Bro-C'hall) (dimezet d'an 12 a viz Gouhere 1137, torret d'an 21 a viz Meurzh 1152)