Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Devezh al labourerien

Manifestadeg da geñver Devezh etrebroadel al Labourerien en Aostria e 2013.

Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien a reer eus un devezh gouel lidet d’ar 1 a viz Mae peurliesañ, en ur bern broioù eus ar bed. Un devezh stourm evit gwirioù al labourerien eo an devezh-se.

Dibunadegoù, manifesdagoù, sonadegoù ha darvoudoù a vez savet d'an deiz-se. An hengoun eo da brofañ ur boked louzaouenn-an-hañv ivez.

Anv

Gouel al Labour a vez lavaret e brezhoneg peurliesañ, ar pezh a glot gant "Fête du Travail" e galleg ha "Labor Day" e saozneg. "May Day" zo un doare all da lavarout e saozneg peogwir e c'hall ar gouel bezañ Lun kentañ miz Mae ha ket ar 1 a viz Mae.

Un anv ofisiel zo ivez, "Devezh etrebroadel al Labourerien", lidet bep 1 a viz Mae pe bep Lun kentañ miz Mae e kalz broioù eus ar bed.

Orin

Dibunadeg "Deiz al Labour" (Labor Day) kentañ er Stadoù-Unanet, d'ar 5 a viz Gwengolo 1882 e kêr New York.

An "Deiz al Labour" kentañ (Labor Day e saozneg) a voe krouet d'ar 5 a viz Gwengolo 1882 pa zibunas 10 000 micherour e New York evit enoriñ al labourerien.

Klask a rae ar sindikadoù stadunanat rediañ an implijerien da lakaat e pleustr an devezh labour 8 eurvezh. E-pad o c'hendalc'h e 1884 e tivizjont sevel o oberoù d'ar 1 a viz Mae, devezh ar moving day, an deiz ma echue bloavezh kontouriezh kalz embregerezhioù stadunanat ha ma echue ivez kalz kevratoù labour ar vicherourien.

En Europa e voe divizet gant an Eil Etrebroadel, hag a oa bet bodet e Pariz e 1889, sevel un devezh harz-labour etrebroadel d'ar 1 a viz Mae evit stourm evit an devezh labour 8 eurvezh. D'ar c'houlz-se e pade an devezh labour 10 eurvezh pe muioc'h e tost holl ar broioù industrialaet.

Liammet eo Gouel al Labour ouzh stourm micherourien eus kalz broioù evit kaout un devezh labour 8 eurvezh eta, adalek 1890 hag a-hed lodenn gentañ an XXvet kantved.

Dre vro

"May Day" zo un doare all da lavarout "Labor Day" e saozneg, amañ e Mumbai, en India.

Ar 1a viz Mae zo un deiz-gouel abaoe 1933. Goude an Eil Brezel Bed e chomas un deiz-gouel kenkoulz e Republik Kevreadel Alamagn hag e Republik Demokratel Alamagn.

Ar 1 a viz Mae zo un deiz-gouel. Ma c'hoarvez d'ur sul e vez lidet e-pad un deiz labour boas.

Ar 1 a viz Mae zo un deiz-gouel, ha kalz darvoudoù a vez aozet d'an deiz-se evit lidañ "Deiz al Labourerien".

Ar 1 a viz Mae zo un deiz-gouel evit lidañ Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien.

Ur vanifestadeg e Lyon, Bro-C'hall.

Ar 1 a viz Mae zo un deiz-gouel evit lidañ Gouel al Labour pe Devezh etrebroadel al Labourerien.

En Enez ar Skorn eo Gouel al Labour un deiz-gouel. Dibunadegoù ha prezegennoù a vez bep bloaz.

Lidet e vez "Gouel al Labour italian" (Festa del lavoro italiano) d'ar 1 a viz Mae. Un deiz-gouel eo.

Al Lun kentañ a viz Mae zo un deiz-gouel e Republik Iwerzhon abaoe 1994 hag en Hanternoz Iwerzhon abaoe 1978. An dro eo "May Day" da sevel darvoudoù a bep seurt : dibunadegoù e Dulenn ha Belfast, sonadegoù hag all.

Ar 1 a viz Mae zo un deiz-gouel broadel, ha soubenn fav a vez roet d'an dud da zebriñ evel meuz hengounel al labourerien.

Dibunadeg Gouel al Labourerien e Republik Sokialour Soviedel Moldavia er bloavezhioù 1970.

Lidet e vez Dag vun der Aarbecht ("Deiz al Labour") evel deiz-gouel bep 1 a viz Mae ha manifestadegoù a vez e kêr Luksembourg ha kêrioù all ar vro.

E 1920 e voe divizet lakaat ar 1 a viz Mae da Ouel ofisiel al Labourerien.

E Republik Pobl Sina e vez lidet Gouel al Labour (劳动节 Láodòngjié) e-pad tri deiz.

Manifestadeg Strollad Sokialdemokrat Sveden e Stockholm da Zevezh al Labour e 2006.

.

Lun kentañ miz Gwengolo eo al Labor Day hag un deiz-gouel eo. Lidet eo ivez Devezh etrebroadel al Labourerien d'ar 1 a viz Mae gant ar sindikadoù met n'eo ket un deiz-gouel.

E Suis eo un deiz-gouel e kantonioù pe distrigoù zo, er re all e vez savet dibunadegoù d'an abardaez gant ar sindikadoù, goude an devezh lavour pe ar mintinvezh.

E Sina demokratel e vez lidet ar 1 a viz Mae evel un deiz-gouel, nemet gant ar gelennerien hag ar studierien ne vez ket.

Ken abred ha 1840 e voe gounezet un devezh-labour 8 eurvezh gant ur c'halvez anvet Samuel Parnell e Wellington. "Labour Day" a vez lidet bep pevare Lun miz Here.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9