Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Brestiz o Vreskenn

Brestiz o Vreskenn
Pajenn gentañ golo al levr bet embannet e 1986

Brestiz o Vreskenn a zo ur romant polis skrivet gant Yann Gerven.

Titouroù teknikel

Er gelaouenn Planedenn e 1984 eo bet embannet ar romant Brestiz o Vreskenn evit ar wech kentañ. Goude e vezo embannet gant Ronan Huon hag Al Liamm, e ti moullañ Graphe e Kintin, e 1986. Gant Tudual Huon ez eo bet savet ar golo. Niverennet eo ar pajennoù skrivet warno etre 7 ha 122, bez' ez eus teir follenn wenn a-raok ha goude. 115 pajenn skrid a zo en holl. Ul levr berrik a-walc'h ez eo. Adembannet eo bet e 2012, gant Embannadurioù al Liamm bepred.

Diverrañ

Er polis prevez emañ Klaodina o labourat. Dindan berc'henniezh an aotrou Jili emañ ar stal. He micher eo spiañ an dud, enklask war o buhez dre guzh. Un deiz e teu un den, an aotrou Dilaser, da c'houlenn diganto kenderc'hel da spiañ e wreg. Met nebeut goude eo drouklazhet. Setu emañ ar stroñsoù hag an distroñsoù o vont da genglotañ evit, a-benn ar fin, echuiñ en ul luc'hedenn a speredegezh hag ur gwir daol-chañs : Klaodina, e vakañsoù e Bro Portugal, a yelo betek ti gwreg an aotrou Dilaser, hag a baro he selloù war un den hag a oa bet kollet an holl roudoù outañ goude bezañ aet kuit diwar wel war vor.

Dogan e oa an den a lake Amede Dilaser dogan. A-benn ar fin e vezo kraouiet ar re zrouk, ha diorren a raio ul liamm nevez, ( a garantez ? ) etre Klaodina hag he rener Jili.

En-dro d'an oberenn

E meur a lec'h e tremen an istor : e Penn-ar-Bed, e Portugal... Memes tra e tremen an darn vrasañ eus an istor e tro-war-droioù Brest. Liammet e seblant bezañ al lec'hioù dibabet gant ar skrivagner, gant e vuhez : e Brest e reas Yvon Gourmelon e studioù. Hag eno e chomas e-pad un toullad bloavezhioù, panevefe o kelenn pe c'hoazh o pourmen hag o tizoleiñ. En dastumad danevelloù Plac'hedigoù o ler rous e vez santet ar memes doareoù deskrivañ a-berzh ar skrivagner, ar memes kilsell. Ur wir greizenn ez eo bet Brest e skridoù Gourmelon. Ul lec'hienn eponymek eo Brest rak en titl eo lakaet evit ar wech kentañ. Dedennus e vije anavezout al liammoù etre Yann Gerven ha Portugal, rak eno ez eo digoret dor an diskoulm da Glaodina. N'eo ket meneget plasennoù na traoù all hag a c'hellfe treizhañ eienenn awen Yann Gerven.

N'eo ket fonnus an deskrivadurioù war endro an oberenn ha ne ouezer ket re gant peseurt skouerioù en deus gellet Gourmelon livañ e daolennoù. N'eo ket gwriziennet maread tremen an istor, tu zo koulskoude da soñjal e c'hoarvez enklask ar muntrer tro-dro d'ar bloavezhioù 80-90 pe war-dro. Merkoù a resisa ar mennozh-se : roudoù daouarn un den a zo bet dastumet e kerzh an enklask, an teknik-se o vezañ nevezik a-walc'h. Lezioù-barn reoliet, toulloù-bac'h peuzimplijet, a zo arouezioù all. Ur blaz a ziskar-amzer a zo e penn kentañ an oberenn, emañ an hañv oc'h erruout tamm-ha-tamm, an heol o tommañ ar revrioù war an aod e dibenn an enklask.

Brestiz O Vreskenn a c'hell kavout meur a dermenadenn degemerus. Tu zo da lakaat war an titl ar ster-mañ : Brestiz o redek, o tec'hout pa soñjer e Mona Dilaser, gwreg Amede Dilaser, tec'het eus a Vrest da vont da guzhat e Portugal gant an aotrou Meur. Koulskoude, Brestiz o pennfolliñ a zo un titl saourus ivez rak peuskemmet eo buhez pemdeziek an daou gañfard ( Klaodina ha Jili ) goude ur muntr ha diwar an darvoud-se e vo desachet holl o oberezh, holl o soñjoù, holl o amzer, pe dost, da glask ar muntrer. Frañsez Favereau en deus troet e galleg an titl gant bec'h brezel e Brest ( Branle-bas de combat à Brest ). E-touez an tri ster emañ ar geriadur a-du gant an hini kentañ.

Framm an oberenn

E c'hwec'h pennad ez eo rannet an enklask. E dibenn an afer ez eus un epilog, seizhvet pennad, o c'hoarvezout ur frapad amzer da c'houde. Didroc'het ez eo an destenn en un doare reoliek : teir steredennig, o stummañ un tric'horn a droc'h ar seizh pennad en is-pennadoù. N'eo ket niverennet an is-pennadoù-se. En un doare e savont un eskerniadur berroc'h, a skañva hag a aesa al lennadenn.

Perzhioù dibar an oberenn

Klaodina eo an harozez ha komz a ra d'al lennerien : ( p.80 : "Kenavo ma lenner fidel, ..." ). Er mod-se ez eo entoueziet hennezh en abadenn. Er c'hentañ gour unan ez eo skrivet an oberenn, ha ne ouezer ket pep tra, nemet soñjoù, eñvorennoù Klaodina. Enni, pe war he lerc'h, e vez heuliet an afer. E meur a lec'h disheñvel e c'hoarvez an droiad, fiñvus eo an harozez. Steredennigoù a gas da draoñ ar pajennoù, ur gwir harp evit al lenner diampart, peogwir e tegasont termenadurioù da c'herioù zo, sterioù da frazennoù zo. Meneget eo anv ur gêr en titl : Brest. Kenglotus eo golo al levr : e penn-kentañ ( pajenn gartoñs galet ) e weler Klaodina gant un tokarn hag he Yamaha ( moto ), e-kichen ur martolod. O spiañ George Viaud emañ-hi marteze. Gouleier e-leizh, un aktivelezh vras a ren war ar straed : tud o kantreal, otoioù... Teñval eo an oabl, glav zo war a seblant, evel ma tiskouez an doalenn-zour hag a skign refled an traoù war ar skeudenn-se.

Pajenn gartoñs a-dreñv al levr a ziskouez ur plac'h o vale en hec'h-unan da serr-noz, en ur c'harter bennak. Yen e seblant an amzer bezañ, teñval a-walc'h an oabl. Un nebeud gouleier a sklerijenna an diavaez. Ar plac'h-mañ a c'hell bezañ Mona Dilaser, pe c'hoazh Klaodina o tistreiñ d'ar gêr, goude un devezhiad labour-hir. Goullo, sioul, marv, yen ez eo ar santadurioù a gaver, ar gerioù a zeu e genoù ar seller. An enebiezh-se, etre an div skeudenn a zo deuet eus dorn Tudual Huon, a glot gant an istor, gant an titl ha gant ar gronologiezh : tamm-ha-tamm ez a Brest da gousket goude ur frapad follentez a vuheziñ. E wir romant kentañ dindan an anv pluenn Yann Gerven eo Brestiz o Vreskenn evit Yvon Gourmelon.

Ur bern divizoù a zo el levr ha bewech pe dost ez eo pe Klaodina pe Jili, pe an daoù asambles hag a gaoze, hag a gemer perzh en istor.

Stroñsoù ha distroñsoù n'int ket rouez tamm ebet, startijenniñ a reont ar skrid. En amzer a-vremañ eo kontet an istor, liv e vez eus an amzer-dazont, an amzer-dremenet ledan ha strizh ivez... Pezh a ro d'an oberenn ur blaz pemdeziek.

Emañ an enklask o vont war-raok d'ar c'houlz ma komz Klaodina, fresk-tre ez eo an darvoudoù. Ganti, enni e vever pep degouezh, e tizoloer an traoù, a-feur ma'z a an enklask war hent saourus an diluziañ.

Selloù a dostoc'h

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Klaodina Harozez an istor eo hi...

Palioù ar skrivagner

Diaes ez eo anavezout palioù resis ar skrivagnerien, rak ganet eo ar skrid eus o awen. Koulskoude e c'heller kavout roudoù eus elfennoù dibar, a c'heller disklêriañ.

  • Marteze en deus bet c'hoant Yann Gerven da zieubiñ envorennoù yaouankiz o skrivañ al levr-se. Pa seller ouzh levrlennadur an den e soñjer raktal ha dalc'hmat e seblant hemañ dedennet gant ar skrivañ e brezhoneg.
  • Ur mennozh a seblant sklaer evel lagad an naer e Brestiz o vreskenn : N'eo ket plijet ar skrivagner gant istor Bro-C'hall.
      • "...gant ur maer ken a-zoare ha pavilhonoù triliv o tougen uhel unan eus simbolennoù ar frankiz."
      • "...Sent ar frankizioù, evel just, Napoleon(1), Jules-Ferry(2) hag all ..."

Displegadenn ar frazennoù-se tennet eus al levr, e traoñ ar bajenn:

"(1): An hini en deus adlakaet ar sklaverezh da dalvezout er c'holonioù gall e 1802, goude ma oa bet lamet kuit gant an dispac'hoù e 1794." "(2): An hini en deus lavaret dirak parlamant Pariz : " Diskleriadur mab-den n'eo ket graet evit morianed ar C'hongo..."."

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9