7 mm Remington Magnum
|
Ur gartouchenn 7 mm Remington Magnum
|
Doare
|
Doare douilhez
|
kreuzenn, gourizet
|
Doare skeiñ
|
e-kreiz
|
Bro orin
|
Stadoù-Unanet Amerika
|
Mare produiñ
|
Abaoe 1962
|
Muzulioù
|
Ø bannadell
|
7,2 mm
|
Ø trogleuziñ
|
7 mm
|
Ø kolier
|
8 mm
|
Ø skoaz
|
12,5 mm
|
Ø korf an douilhez
|
13 mm
|
Ø strad
|
13,5 mm
|
Hirder an douilhez
|
64 mm
|
Hirder ar gartouchenn
|
84 mm
|
Pouez ha perzhioù all
|
Pouez ar vannadell
|
6,5 - 11,3 g
|
Tizh o vont e-maez V0
|
870 - 1.100 m/s
|
Gwask ar gazoù d'ar muiañ
|
4.200 bar
|
Energiezh ar vannadell
|
4.057 - 4.367 J
|
Lezenn
|
Rummad e Bro-C'hall
|
C
|
Ar 7 mm Remington Magnum, en he stumm berr 7 mm Rem Mag, zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet ha gwerzhet da gentañ gant an embregerezh stadunanat Remington adalek 1962, pa oa diouzh ar c'hiz ar c'halibroù magnum[1]. Ar garabinenn Remington 700 zo bet unan eus ar re gentañ kambret eviti. Treizhent ar 7 mm Rem Mag a zo plaen a-walc'h, hag efedus eo evit chaseal bronneged bras Europa evel ar c'hirvi hag ar moc'h-gouez dreist-holl, en ur dostaat pe en api[2]. Kreñv a-walc'h eo hec'h argil[1].
Esaeet e voe ar munision gant an arme stadunanat[3]. Adalek 1963 e voe gwerzhet kartouchennoù .300 Winchester Magnum gant Winchester, kevezerien Remington, ha muioc'h a verzh a rejont evit ar 7 mm Rem Mag, pa vezont e plas kentañ ar munisionoù karabinennoù implijet gant ar chaseourien e Frañs hiziv-an-deiz da skouer[4].
Daveennoù
- ↑ 1,0 ha1,1 (es) 7 mm Remington Magnum Belted, Municion.org (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) JACQUET Jean-François, Le calibre 7 Remington magnum, Chassons.com, 30/05/2022 (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) 7 mm Remington Magnum, Arme et Passion (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) JACQUET Jean-François, Pourquoi le calibre 300 est-il très utilisé en France pour la chasse ?, Chassons.com, 25/06/2023 (lennet d'ar 15/01/2025)