6 mm Flobert
Ar 6 mm Flobert, anvet ivez .22 BB Cap (Bulleted Breach Cap) zo ur munision ijinet e 1845 evit ar pistolennoù gant ar Gall Louis-Nicolas Flobert. N'eus ket poultr ennañ : poulzet e vez e voled gant un darzhadenn fulminat merkur, dezhi ur galloud heñvel ouzh hini un emors a-vremañ. Ur stumm all eus ar munision a gaver, begek e voled, anvet e Stadoù-Unanet Amerika .22 CB Cap (Conical Bullet Cap). En Europa e raer gant an anv 6 mm Flobert evit an daou seurt kartouchennoù. Abalamour d'o galloud izel par da hini ur vannadell kaset gant aer gwasket, ne vez ket implijet stank ar munision-mañ e bed ar sportoù tennañ pe ar chase. Ar 6 mm Flobert en deus awenet an Amerikaned Horace Smith ha Daniel B. Wesson evit ijinañ ar munisionoù .22 Short a vo deveret anezhe kalz a galibroù eus ar familh .22 evel an .22 Long, an .22 Extra Long hag an .22 Long Rifle. Daveennoù
|