Yves CoppensYves Coppens, bet ganet d'an 9 a viz Eost 1934 e Gwened ha marvet d'an 22 a viz Mezheven 2022[1], a zo henzenoniour galleg, kelenner brudet eus Skolaj Frañs eo. Dizoloet en deus Lucy: an aostralopitek kentañ kavet, kozh eus 3,2 milion bloaz e Etiopia BugaleajYves Coppens ne sonje nemet en Ragistor hag en arkeologiezh abaoe e vugaleaj, da skouer plijout a rae kalz dezhañ steudadoù Karnag e-kichen lec’h oa ganet. Bet en deus ur bac C e lise Jules Simon e Gwened hag un aotregezh war ar skiantoù naturel e skol-veur Roazhon. GarieredE 1956, e oa oc’h ober enklaskoù evit ar greizenn broadel war enklaskoù skiantel: n'en doa nemet 22 vloaz. E 1961 en deus dizoloet penn un homo erectus e Yaho : ur gêr e Tchad. Anvet eo Tchadanthropus. D’ar 30 a viz Du 1974 e Hadar (Etiopia) vez kavet ur fosil kazi klok eus un aostralopitek gant Donald Johanson, Maurice Taied ha Yves Coppens. Ar fosil zo anvet Lucy peogwir e oant o selaou ar ganaouenn « Lucy In The Sky With Diamonds » kanet gant ar Beatles. E 1980, Yves Coppens zo anvet rener ha kelenner e Muzeom broadel istor naturel. E 2006, anvet eo e kuzul ar skiantoù ha teknologiezhioù gant Jacques Chirac. E miz genver 2010, oa deuet da vezañ president kuzul skiantoù karget da virout mougev Lascaux digant Nicolas Sarkozy. Gourc’hemennoùAn asteroid Coppens (172850) zo dizoloet e 2005 gant Jean-Claude Merlin. Anvet eo evel-se en e enor. Ar skolaj Yves Coppens e Lannuon zo bet savet e 2001 en e enor. Notennoù
|