Vogalennoù a gentañ renkGwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i]. Peuraozet e oa bet ar reizhiad implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealioù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl. Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhioù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:
Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen: Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:
Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:
Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ meneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz. Gwelit ivez: |