Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Unvaniezh Postoù ar Bed

Savadur an U.P.B. (Weltpostdenkmal) e Bern

Unvaniezh Postoù ar Bed (U.P.B.) zo bet savet e 1874 a-benn aesaat ha pinvidikaat kenlabour servijoù-post ar bed-holl. E Bern (Suis) emañ diazezet. 192 ezel a zo d’an aozadur-mañ hiriv, hennezh o vezañ dindan kiriegezh an A.B.U. (Aozadur ar Broadoù Unanet). Stadoù ezel eus an A.B.U. int pe get (ar Vatikan pe Suis da skouer) gant ma ‘z int bet degemeret gant div drederenn eus izili an aozadur etrebroadel. Yezh ofisiel an U.P.B. eo ar galleg.

Embannet e vez ganti reolennoù evit a sell an eskemmoù lizhiri er bed ha gourc’hemennoù evit reiñ nerzh da gresk an eskemmoù-se ha gwellaat ar servijoù roet d’ar bratikoù, dre bourchas ur skoazell teknik a-wechoù.

Neptu e chom an U.P.B. : melestradurezh pep Stad a ra diouzh he lezennoù broadel evit aozañ servijoù ar post. Budjed an U.P.B. (war dro 22 500 000 euro) zo distag diouzh hini an A.B.U. ha pep Stad a zo frank da zibab ur rann (e-touez an dek a zo anezho) hervez he finvidigezh, poblañs… a-benn gouzout peseurt skodenn a vo goulennet diganti.

Istor

Heinrich von Stephan

E miz Eost 1862 e ya Montgomery Blair, pennrener Postoù ar Stadoù-Unanet anezhañ, e darempred gant ar Sekretour-Stad evit taolenniñ dirazañ kudennoù an embregerezhioù amerikan o deus poan gant al lizhiri kaset tramor. Gant harp ar Prezidant Abraham Lincoln e voe aozet ur gaozeadeg etrebroadel e Pariz e miz Mae 1863. 15 Stad eus Amerika hag Europa a gemer perzh enni evit stabilaat hag unvaniñ an doareoù-ober ha prizioù ur gasadenn. Ne ra ket berzh an emvod siwazh, rak n’eus bet kavet emglev gwir ebet, war-bouez ar prizioù.

D’ar 15 a viz Gwengolo 1874, eo aozet gant Heinrich von Stephan, rener servijoù-post Kengevread Norzh Alamagn, Kaozeadeg Etrebroadel ar Postoù gant ar pal lakaat war droad un unvaniezh hollvedel. E Bern en em vodas eta 22 dileuriad eus stadoù dizalc’h. Gant feur-emglev Bern, sinet d’an 9 a viz Here 1874 e oa diwanet Unvaniezh Hollek ar Postoù (« Union Générale des Postes »). An anv Unvaniezh Postoù ar Bed (« Union Postale Universelle ») a vo divizet ober gantañ e Paris pa kreskas niver an izili.

Internet


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9