The Letters of J.R.R. TolkienThe Letters of J. R. R. Tolkien ("Lizheroù J. R. R. Tolkien") zo un dibab eus lizheroù J. R. R. Tolkien embannet e 1981 hag aozet gant buhezskrivour Tolkien, Humphrey Carpenter, gant skoazell Christopher Tolkien. Mont a ra 354 lizher d'ober al levr. Skrivet int bet etre miz Here 1914, pa oa Tolkien was ar studi en Oxford, hag an 29 a viz Eost 1973, pevar devezh a-raok e varv. RummadoùGallout a reer dispartiañ al lizheroù e pevar rummad :
Dedennus-kenañ eo ar rummad diwezhañ evit an dud intereset gant oberenn Tolkien, rak pourchas a reont ur bern titouroù diwar-benn Douar ar C'hreiz na c'haller ket kavout en oberennoù embannet gant Tolkien. BrezelTolkien, bet ofiser en Emgann ar Somme, a zisklêrie alies e gaz bras evit ar brezel, evit forzh peseurt abeg e vefe. Anat eo en un niver a lizheroù a skrivas e-pad an Eil Brezel-bed d'e vab Christopher. Gallout a reer menegiñ ivez en o mesk e gilstourm da vare bombezadennoù Hiroshima ha Nagasaki, ma ra anv eus ar re o doa savet bombezennoù ar Raktres Manhattan evel "tud foll" ha saverien eus "Tour Babel". Douar ar C'hreizE 1951 e espere Tolkien e vefe embannet The Lord of the Rings hag ar Silmarillion gant Collins. Da c'hounit anezhe d'ar soñj e "tepante an eil ouzh egile ha n'halled ket o rannañ",[1] e kasas ul lizher da Milton Waldman eus Collins, hag a zeskrive diazezoù ha palioù e skridoù, hag a roe un diverradenn eus an holl istor abaoe krouidigezh Arda, e-pad ar c'hentañ an eil hag an trede oadvezh, hag a echue gant un dave da An Hobbit (Embannet e oa c'hoazh ha dre se e soñje dezhañ e oa anavet) ha linennoù bras istor Aotrou ar Gwalennoù. Al lizherenn Nnn 131 eo. Ne gaver ket linennoù bras The Lord of the Rings el levr-mañ abalamour ma seblante re hir. Embannet e oa bet al lodenn-se eus al lizher e-barzh The Lord of the Rings: A Reader's Companion[2]. Deskrivañ a ra Duriez al lizher, enni 10 000 ger, evel "unan eus an alc'hwezioù gwellañ da skridoù Tolkien"[3]. Lizheroù all a zegas sklêrijenn diwar-benn danvezioù ken liesseurt ha lec'h Douar ar C'hreiz ("Bed kozh gwirion ar blanedenn-mañ", p. 220, Nnn 165), stummm divskouarn an Hobbited ("un tamm begek hepken", p. 35, Nnn 27) hag awen 'Diskar Númenor' e hunvreoù Tolkien a-zivout Atlantis a zeue en-dro alies (p. 213, Nnn 163.[4]. NaziegezhLizheroù eus an 29 hag an 30 a ziskouez e oad oc'h atropiñ da embann un droidigezh alamanek eus An Hobbit e 1938. Goulenn a reas an embregerezh alaman hag a orin arian e oa Tolkien. Kounnaret e oa Tolkien gant an dra-se hag e skrivas daou vrouilhed respont d'e embanner da choaz[5]. N'emañ ket an hini kentañ el levr. E-barzh hemañ e soñjer e nac'he Tolkien disklêriañ tra pe dra diwar-benn orin e diegezh. En eil brouilhed e tisklêrie : "Trugarez evit ho lizher ... Ma digarezit met ne welan ket gwall vat petra intentit lavaret dre arian. N'on ket a orin arian : da lavaret eo indezat-hag-iranian ; war a ouzon hini eus ma hendadoù ne gomze hindoustaneg, perseg, jipsianeg, pe forzh peseurt rannyezh kar dezhe. Betek-gouzout e tlefen kompren emaoc'h o klask gouzout hag-eñ ez on a orin "yuzev" e c'hallan respont hepken eo kerse ganin rak seblantout a ra ne'm eus hendad ebet e-touez ar bobl donezonet-se."
The Letters of J. R. R. Tolkien, Nnn 30. Notennoù
Liammoù diavaez
|