Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn
Taol-Stad Gouhere 1936 e Spagn (spagnoleg : Golpe de Estado en España de julio de 1936) a reer eus un emsavadeg broadelour ha milourel evit skarzhañ gouarnamant Spagn ha reiñ lamm d'an Eil Republik spagnol. Faezhet e voe ar vilourien, ar pezh a gasas da Vrezel Spagn. Daou du a oa deuet war wel : hini ar Vroadelourien, harpet gant ar virourien, ar roueelourien hag an Iliz, enebet ouzh ar Republikaned a oa harpet gant an tu kleiz pellañ (anveliourien ha komunourien. An taol-Stad gwirion a oa kroget da vat d'an 18 a viz Gouhere 1936, zoken pa oa emsavet Maroko spagnol d'ar 17. Ur c'hwitadenn e voe an taol-Stad dre ma ne oa ket bet kemeret ar galloud gant an emsavidi met kentoc'h e oa bet degaset un troc'h el lu spagnol a-fed mestroniañ an tiriad. Diasur e oa trec'h ar vroadelourien er brezel, met dre ar mank a harp gant broioù ar C'hornôg, ha gant harp eeun broioù an Ahel d'ar vroadelourien, e voe trec'het garv ar Republikaned a-benn ar fin ha boulc'het ren Francisco Franco, deuet da vezañ penn Spagn ha lesanvet el caudillo, "ar c'habiten". |