Tagadenn Ukrainiz en oblast Koursk e 2024Tagadenn Ukrainiz en oblast Koursk
D'ar 6 a viz Eost 2024, e-kerzh ar brezel etre Ukraina ha Rusia, nerzhioù lu Ukraina o deus lañset un ergerzhadenn vilourel war tiriad Rusia en Oblast Koursk. Stourmadennoù niverus a zo bet etre Ukrainiz ha nerzhioù lu Rusia kement ha gant gwarded harzoù Rusia. Hervez Rusia, d'an nebeutañ 1 000 soudard harpet gant tankoù (un ugent bennak) ha karbedoù hobregonet o deus treuzet an harzoù. An nerzhioù ukrainat a zo deuet a-benn da aloubiñ kêriadennoù e Raion Sudja. Ur stad a reuziad a zo bet disklêriet en Oblast Koursk, hag adarmeadoù rusian a zo bet kaset d'al lec'h. D'an 9 a viz Eost, ur oberiadur stad a enep-sponterezh a oa kroget gant Rusia e Belgorod, Bryansk, ha rannvroioù Koursk. Abaoe an aloubadeg rusian eus Ukraina e C'hwevrer 2022, ez eus bet meur a ergerzhadenn vilourel bihan e Rusia gant nerzhioù a-du gant Ukraina, evel ar C'horfad Emouestlidi Rusian. Ukraina he doa harpet an ergerzhadennoù-se, en ur nac'hañ e oa soudarded ukrainat o kemer perzh enno. Ergerzhadenn Koursk a zo disheñvel diouzh ar re all rak ar soudarded a zo Ukrainiz, hag ar wech kentañ eo gwelet un nerzh ken bras o kemer perzh. Da gentañ holl e oa bet embannet e oa 1000 soudard eus Ukraina o kemer perzh en dagadenn hervez Rusia. Chomet e oa mut pennoù bras Ukraina war an dagadenn. En gwirionez ez eus kalz muioc'h a nerzhioù engouestlet eget lavaret gant Rusia[1]. Ratozhioù UkrainaPa ne voe displegadenn ebet e-pad ar sizhun gentañ, lod eus an arsellerien a glaske peseurt ratozhioù a oa maget gant pennoù ar Stad ukrainat, pa soñjent dezho e oa ken niverus ar soudarded rusian ha ken galloudus o armoù, met disklêriet en deus kuzulier pennañ ar prezidant Volodimir Zelenskiy eo e vennozh « kaout ur c'hevraouerezh reizh gant Rusia » (disklêriadur e saozneg war X, 16 Eost [2]). Embann a ra Ukraina ne glask ket derc’hel en he beli lodennoù eus e enebour[3], kontroll d’ar pezh a zo bet graet gant hemañ. Koulskoude ur jeneral ukrainat a zo bet lakaet da c'houarnour milourel ar rannvro aloubet d’an 16 a viz Eost. Ersavioù ar galloud rusianD'an 12vet a viz Eost e voe deskrivet gant Vestia, un abadenn nevezinti war ar Chadenn 1añ, peseurt traoù a voe aozet en Oblast Koursk evit skoazellañ an annezidi. Hervez kont e voe dilojet 76 000 anezho evt bezañ kaset er goudor. DielfennadennErgerzhadenn Eost 2024 eo ar c'hentañ gwech ma vez taget hag aloubet douaroù rusian gant un nerzh estren abaoe an Eil Brezel-bed. An dagadenn zo bet lesanvet "Eil emgann Kursk", oc'h ober dave d'an emgann er memes rannvro a oa bet e 1943 etre an trede Reich hag an URSS. Ar wech kentañ eo abaoe an Eil brezel-bed ma'z eus karbedoù brezel alaman o ruilhañ war douaroù Rusia, ar pezh a sav kudennoù e speredoù lod Alamanted[4]. Div vrigadenn eus nerzhioù lu Ukraina a zo o kemer perzh d'an nebeutañ. An nerzhioù-se a zo reoù mekanikaet, o fiñval bliv ha gwarezet gant kalz dafar brezel enep-nij. War a seblant ne oa ket bet kemeret e kont gant Rusia ar fed e vije un dagadenn o tont hag eo bet souezhet bras pennoù ar vro gant an darvoud ha dreist-holl an hollad nerzhioù engouestlet. Pennadoù karDaveoù ha notennoù
|