T-26 (tank)T-26
An tank T-26, a oa un tank troadegiezh skañv eus URSS implijet e-pad brezelioù ar bloavezhiooù 1930 hag e-pad an Eil Brezel-bed. Un doare gwellaet e oa eus ar Vickers 6-Ton saoz. Bez e voe unan eus ar gwellañ tankoù savet er bloavezhioù 1930 betek ma voe krouet armoù enep tankoù a c'helle toullañ an hobregon skañv. Produet e voe kalz muioc'h an tank-se evit ar re all a oa er memes maread. Ouzhpenn 11 000 a voe savet. E-pad ar bloavezhioù 1930, an URSS a broduas 53 doare disheñvel eus an tank T-26. Lod anezho a oa tankoù skarzher-tan, reoù doare karbed ijinerien stourm, doare kanol emgefreek, traktourioù kanolierezh. Tri stumm disheñvel warn-ugent a voe produet dre linennoù sevel, ar peurrest a oa reoù taol-arnod.
An T-26 a oa bet ezporzhiet kalz hag implijet e Bro-Spagn, China ha Turkia. Tankoù T-26 a voe adimplijet gant soudarded Finland, Alamanted, Roumaniz hag Hungariz. An tank a oa unan savet mat, aes da zerc'hel e stad mat, hag an tank diazez a oa bet gwellaet etre 1931 ha 1941. Paouezet e oa bet da ijinañ tankoù T-26 gant doareoù nevez adalek 1940. |