Stargate SG-1Stargate SG-1
Ur stirad skinwel skiant-faltazi eus Kanada hag ar Stadoù-Unanet eo Stargate SG-1, krouet gantañ Brad Wright ha Jonathan Glassner. Hi a awen ar film Stargate, dor ar stered. Da Vro-c'hall, en deus skignet abaoe ar 16 C'hwevrer 1998 war Sérieclub hag abaoe an 10 Genver 1999 war M6. He deus harpet an 8 Kerzu 2007 e-kreiz ar koulz dekvet. Daou stirad skinwel deveret en deus ar stirad skinwel : Stargate Atlantis e 2004 ha Stargate Universe e diorenn. SynopsisAr stirad a zo istor ur skipailh eus an arme amerikan, skour an Air Force hag a za da weladenniñ planedennoù all a drugarez da Dor ar Stered. Un doare brezel a reont a-enep ur ouenn ezdouarad arvevad anvet ar Goa'uld hag adalek ar c'houlzad 9 ez eus an Oris. Ar Goa'uld a zo mestr war ul lodenn vras eus planedennoù ar galaksienn, ober a reont van da vezañ doueed mytologel denel hag an Oris en em sant gwir doueed sujer. E-kerzh o beajoù e kej ar skipailh SG-1 pobladoù peoc'hus ivez evel an Nox pe an Asgarded. OberourienTudennoù pennañA-vremañ
Tudennoù pennañ kozh
Gouennoù pennañE-kerzh o beajoù war ar planedennoù liammet gant dor ar stered eus hor galaksienn, o deus skipailhoù an SGC kejet gant ur bern pobladoù ha gouennoù disheñvel. Ul lodenn eus ar bobloù-se a zo kentidig-tre, met re all a zo gant teknologiezhioù uheloc'h eget an dud war an Douar (an Tollans da skouer). Setu da heul ul listenn eus ar gouennoù pennañ : Meur a miliadoù a bloavezhioù 'zo o deus ar gouennoù brasañ er galaksien en em lakaet a gevred evit sevel un emglev anvet "Emglev ar pevar ouenn", n'anavezer ket pal an emglev-se : Ouzhpenn an emglev-se e kaver ar ouennoù da heul, a-enep pe gant an Tau'ri (tud an Douar)
Rannoù |