Saint-DomingueSaint-Domingue a oa un drevadenn c'hall e kornôg Enez Hispaniola, krouet e 1627 hag a badas betek miz Genver 1804: diwar-se e voe savet ur republik dizalc'h anvet Republik Haiti, goude ur brezel etre soudarded Napoleone Buonaparte hag ar vorianed emsavet kaset gant Toussaint Louverture. An anvDont a ra an anv Saint-Domingue eus gallekadur an anv spagnolek Santo Domingo (ma vije bet troet ervat e vije bet Saint-Dominique). IstorBetek deroù ar bloavezhioù 1680 ne oa eus Saint-Domingue nemet ul lec'h-repu d'ar vorlaeron (pe flibisterien) deuet war-dro 1660 eus Enez La Tortue, tostik d'an aod anezhi, er biz, pe eus an Île-à-Vache, tost d'an aod gwalarn. Di e teue boukanerien, abaoe pell, da chaseal ejened gouez. Etre 1678 ha 1700 e klaskas ar c'houarnerien c'hall dizarmañ ar "flibisterien" ha diorren un armerzh plantadegoù. Adalek 1720 e oa deuet Saint-Domingue da vezañ kentañ gounezer sukr-kann. E-kreiz an XVIIIvet kantved e veze ezporzhiet ganti kement a sukr ha gant an holl inizi saoz. Di e veze kaset ouzhpenn-se, darn vrasañ eus sklaved ar morianeta gant ar c'henwerzh tric'hornek. A-raok an Dispac'h gall e talveze gwerzh ar madoù graet gant an dorn da Saint-Domingue kement hag un drederenn eus an eporzhiadurioù gall. Pourvezañ kig er XVIIvet kantvedEntre 1600 ha 1630 e tiazezas an troiadoù preizhañ hag a veze graet adalek Europa betek neuze, er Mor Karib, en takadoù dilezet gant ar Spagnoled, evel an Île-à-Vache, La Tortue, pe aod gwalarn Saint-Domingue. Dilezet e oa bet bagadoù loened gant an alouberien spagnol: kezeg, saout, chas, hag ar re-se a veve en o frankiz ha preizhoù aes e oant d'ar voukanerien. Da gentañ e teuas ar voukanerien da chom war-dro ar c'hab Monte-Christo, en hanternoz, a zo bremañ war an harzoù entre Haiti hag ar Republik Dominikan. Goude e Port-de-Paix ha Petit-Goâve hag en enezennig Port-Margot. Deroù an trevadennerezh gallGoude ma oa bet dizoloet en 1492 gant Kristof Koulm e voe trevadennet an enez gant ar Spagnoled. Aour an hini a glaskent. War-dro 1530 e teuas ar metal melen da vout ral, ha dilezet e voe kornôg an enez gant ar Spagnoled, ma teuas da vezañ ul lec'h-repu d'ar vorlaeron, Gall, Saoz pe Izelvroad koulz hag all. En desped da strivoù ar roue Felipe III a-enep ar breizherien e chomas ar voukanerien en enez. Tamm-ha-tamm, etre 1627 ha 1654, ne chomas ken nemet Gallaoued, ha lakaat a rejont o c'hrabanoù war enez La Tortue er gwalarn da Hispaniola, ha war an Île-à-Vache er mervent a-raok sevel kêrioù war an douar bras: Petit-Goave en 1654, Port-de-Paix en 1666 ha Cap Français en 1670. Gant feur-emglev Ryswick en 1697 e voe anavezet mestroni Bro-C'hall, gant Spagn, war trederenn gornôg an enezenn. A-raok donedigezh ar Spagnoled e oa distank a-walc'h an Indianed Arawak. Boukanerien, flibisterien, preizherien-vorKardinal Richelieu a erruas e penn ar galloud er Rouantelezh c'hall en 1623 hag a glaskas reiñ da Vro-C'hall un impalaeriezh drevadennel. Jean Cavelet, aotrou Herteley, a oa den a fiziañs e-keñver Richelieu hag unan eus renerien ar gompagnunezh anvet Compagnie de Saint-Christophe, a arc'hantas obererezh flibistiñ Pierre Belain d'Esnambuc war un dro gant Urbain de Roissey, aotrou Chardonville. Testeniekaet eo bezañs Gallaoued eno er mareoù-se gant dihelloù skrivet e La Tortue, a oa ul lec'h a-bouez dre abegoù emzifenn, hogen chom a ra roudoù eus bezañs Gallaoued Saint-Domingue ivez, ha liammoù a oa etre an daou arvor, a oa repu a bep eil hervez an ezhomm.
Bloavezhioù 1629 - 1665Adal Enez Sant-Kristof e krogas ar C'hallaoued da vont d'en em ziazezañ da inizi Martinik ha Gwadloup, hag ivez pelloc'h war-du ar c'hornôg, da Enez La Tortue, hogen en un doare amofisieloc'h, abalamour d'an tost ma oa domani an Impalaeriezh spagnol, a glaske lakaat he c'hrabanoù warni ivez.
Bloavezhioù 1666 - 1670Er bloavezhioù-se e krog an emglev kozh etre ar voraerien c'hall (kalz a brotestanted en o zouez), saoz hag izelvroat, a-enep Spagn gatolik, da frailhañ.
Bloavezhioù 1670 - 1684Kentañ marevezh bras ar sukr en Antilhez gall, darvoud a bouez en istor Martinik ha Gwadloup.
Levrlennadur
|