Michael Schumacher, en deus graet amzer gwellañ an abadenn ditriñ, a zo bet kastizet eus 5 plas war ar gael peogwir e oa kaoz ur gwallzarvoud gant Bruno Senna e Priz Bras Bro-Spagn. Kregiñ a ra ar redadeg 6vet war ar gael.
Pastor Maldonado, en deus graet navet amzer an abadenn ditriñ, a zo bet kastizet eus 10 plas war ar gael peogwir e oa kaoz ur gwallzarvoud e-pad an trede abadenn esaeoù dieub. Kregiñ a ra ar redadeg 19vet war ar gael.
Sergio Pérez, n'en deus graet amzer ebet e-pad an abadenn ditriñ, a dap un dirojañs hag a c'hall kemer perzh d'ar redadeg. Kregiñ a ra diwezhañ war ar gael.