Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Owen Morgan Edwards

Delwennoù eus Owen Morgan Edwards hag e vab Ifan, e Llanuwchllyn.

Owen Morgan Edwards (26 a viz Kerzu 185815 a viz Mae 1920) a oa un istorour hag ur skrivagner eus Kembre, anavezet evel O. M. Edwards.

Ganet e oa bet Owen Edwards e Llanuwchllyn, e Sir Feirionnydd. E-kreiz an XIXvet kantved e veze komzet kembraeg gant an holl eno, met er skol e veze graet gant ar Welsh Not da lakaat ar vugale da saoznegañ. Kontet en deus Owen Edwards en e eñvorennoù ("Clych Adgof", embannet e 1906), e veze lakaet ar Welsh Not en e gerc'henn alies, dre ma komze kembraeg.

Goude studioù e skol-veur Aberystwyth, ez eas Owen Edwards da studiañ prederouriezh da skol-veur Glasc'ho, e Bro-Skos, ha goude se d'ar Balliol College, unan eus skolajoù Oxford, etre 1884 ha 1887. Eno e tarempredas studierien all eus Kembre, e-barzh ar gevredigezh "Dafydd ap Gwilym Society". Goude ur bloavezh e Bro-C'hall e voe anvet da gelenn istor el Lincoln College, en Oxford. Chom a reas eno betek 1907.

Er bloavezh-se e voe anvet da Enseller uhelañ ar skolioù evit Kembre. Diouzhtu e strivas evit ma vefe kelennet kembraeg e skolioù ar vro. Skrivañ kalz a rae ivez. Sevel a reas ar c'helaouennoù Cymru e 1891 ha Cymru'r Plant, evit ar vugale, e 1892, evit lakaat an dud da gaout dudi gant danvez Kembre, gant yezh hag istor ar vro. Skrivañ a reas meur a levr diwar-benn istor Kembre hag embann a reas oberennoù savet gant tud all, en un dastumad anvet Cyfres y Fil.

Dilennet e voe Owen Edwards da gannad frankizour evit Sir Feirionnydd, goude marv ar c'hannad kozh T. E. Ellis e miz Ebrel 1899. Ne blije ket ar vuhez kannad dezhañ hag e 1900 ne glaskas ket bezañ dilennet en-dro. Anvet e voe da varc'heg e 1916, evit enoriñ e labour. Mervel a reas Owen Edwards e Llanuwchllyn e 1920. Gant e eil mab, Ifan ab Owen Edwards, e voe krouet Urdd Gobaith Cymru, un aozadur evit ar gembraegerien yaouank, hag e vab-bihan Owen Edwards e voe rener kentañ ar chadenn skinwel S4C.

Liamm diavaez

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9