E niveradeg 2011 e oa goulennet broadelezh pep hini evel-henn[1]:
Broadelezh disklêriet
En holl
Relijion
Katolik
Protestant ha kristenien all
Relijionoù all
Relijion ebet
Breizhveuriad
48.4%
12.9%
81.6%
50.1%
55.9%
Iwerzhonad
28.4%
57.2%
3.9%
12.4%
14.0%
Norzhiwerzhonad
29.4%
30.7%
26.9%
18.0%
35.2%
Kembread, Saoz pe Skosad
1.6%
0.8%
1.5%
2.9%
5.2%
Reoù all
3.4%
4.4%
1.0%
29.1%
7.1%
Gwelet a reer eta n'eo ket liammet strizh ar relijion gant ar vroadelezh disklêriet, pa'z eus tost da 14% eus ar gatoliked hag a lavar ez int Breizhveuriz, hag ez eus 4% eus ar brotestanted hag a lavar ez int Iwerzhoniz.
Bodadeg Norzhiwerzhon
D'ar 7 a viz Meurzh2007 e oa bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:
Alliance Party (a vod an div gumuniezh), renet gant David Ford, 8 sez (+1)
Traditionnal Unionist Voice (unanourien eus an tu dehoù pellañ), renet gant Jim Allister, 1 sez (+1)
Ar Re C'hlas, renet gant Steven Agnew, 1 sez (0)
Da heul ar votadeg-se e voe addilennet Peter Robinson da gentañ ministr Norzhiwerzhon, ha Martin McGuinness da veskentañ ministr. Er bloavezhioù war-lerc'h ez eus aet kuit 2 gannad eus UUP (unan a zo lakaet da zizalc'h hag egile er strolladig NI21), unan all a zo bet taolet er-maez eus UUP hag aet eo er strollad UKIP.
D'an 2 a viz Meurzh2017 e oa bet un dilennadeg all, goude ma oa bet roet e zilez gant Martin McGuinness, ar beskentañ ministr d'an 9 a viz Genver. Setu amañ an disoc'hoù :