Marz BreizhMarz Breizh
Marz Breizh a voe krouet en VIIIvet kantved, dindan an impalaer Karl Veur. Bodañ a rae kontelezhioù kornôg impalaeriezh ar Franked : kontelezh Gwened, kontelezh Naoned, kontelezh Roazhon, hag un darn eus Maen. En e benn e oa ur prefed (« Britannici limitis praefectus »), hag an hini brudetañ e oa Roland, a vije bet niz d'an impalaer hervez ar vojenn, hag a varvas e 778 e Roncevaux. Aloubet e voe gant Nevenoe ha rouaned Breizh war e lerc'h. Ur marz all a voe krouet neuze, ennañ Touraine, Anjev ha Maen, dindan Roperzh Teurgn, e 861. Un darn a voe roet da Vreizh gant Feur-emglev Entrammes e 863. IstorBec'h a save bep an amzer, e Galia gozh, adalek Gwened betek Blois, etre Franked ha Brezhoned abaoe ma oa kouezhet an Impalaeriezh Roman. E deroù ar VIvet kantved e voe kemeret Bro-Ereg gant Gwereg Iañ, met chom a rae kêr Gwened etre daouarn ar Franked. E 578 avat e voe kemeret kêr Gwened gant Gwereg II, ha faezhet gantañ arme ar roue frank Chilperig war lez ar stêr Gwilun. Meur a wech e kasas e goskor da breizhañ douaroù frank Roazhon ha Naoned, ma voe kaset un arme frank all da lakaat urzh gant ar roue Guntram e 590. Bec'h a savas etre ar pennoù-brezel Bèpol hag Ebracari, ma voe faezhet ar Franked adarre, goude ma teuas Ebracari a-benn da adkemer Gwened ur pennad. E 753 e voe kemeret Gwened adarre gant Pepin Grenn, hag aozet gantañ Marz Breizh da ziwall ar rouantelezh frank diouzh troioù-brezel ar Vrezhoned. War-lerc'h ar prefed Grifó e teuas Roland, a varvas e 778 en emgann Roncesvalls a-enep ar Vaskoned. E 786 e kerzhas ar senesal Audulf a-enep ar Vrezhoned. E 799 e oa Guido Naoned a oa kont ha prefed marz Breizh hag aloubiñ Breizh a reas. Etre 814 ha 818 e oa Lambert Iañ Naoned a oa kont e-lec'h e dad. Konted ar marzoù
Pennad karLevrlennadur
|