Martha M. PlaceMartha M. Place (Readington Township, New Jersey, 18 a viz Gwengolo 1849 – Prizon Sing Sing, Ossining, New York, 20 a viz Meurzh 1899) a oa ur vuntrerez stadunanat hag ar c'hentañ hini o vezañ lakaet d'ar marv dre gador-dredan. Lazhet e voe abalamour da vuntr he merc'h-kaer Ida Place. KenarroudGanet e voe Martha "Mattie" Garretson d'an 18 a viz Gwengolo 1849 e Readington Township, New Jersey, merc'h da Ellen (ganet Wyckoff) hag Isaac V. N. Garretson. Skoet e voe en he fenn gant ur stlejell pa oa-hi 23 bloaz. Hervez he breur e oa chomet distabil he spered abaoe ar gwallzarvoud. LazhadennGouarnour Stad New York, Theodore Roosevelt, a nac'has ar goulennoù ma vefe kemmet ar boan a varv evel kastiz evit Martha Place. |