LezvammAl lezvamm eo gwreg an tad intañv, en ur gevredigezh ma ne oa ket a dorr-dimeziñ, pe an hini he deus kemeret lec'h ar vamm, hervez savboent ur bugel. N'eo ket heñvel ouzh ar vamm-gaer eta. IstorGwechall e teue ur plac'h da lezvamm en un ti pa zimeze gant un intañv. Abaoe m'az eo aotreet an dizimeziñ e teu ar plac'h da lezvamm pa zimez d'ur paotr a zo tad dija. Al lezvamm droukE mojennoù kozh Hellaz, hini Ino da skouer, evel e kontadennoù ar Grennamzer, pe e gwerzioù Breizh, e vez diskouezet al lezvamm evel ur vaouez drouk, o klask kaout an dizober eus bugale kentañ he fried, pe oc'h ober vil dezho. En un doare all e weler al lezvamm oc'h orgediñ ouzh he lezvab, evel e mojenn Faedra, pe en istor Parisina Malatesta.
Oberennoù ma'z eus kaoz enne eus ul lezvamm
Liamm diavaez
• tad • mamm • gwaz • gwreg • pried • ozhac'h • breur • c'hoar • • mab • merc'h • emzivad • emzivadez • minor • minorez • dalif • dalifez • pennhêr • pennhêrez • • tad-kozh • mamm-gozh • mab-bihan • douaren • merc'h-vihan • tad-kuñv • mamm-guñv • • eontr • moereb • kenderv • keniterv • ni • niz • nizez • • tad-kaer • mamm-gaer • mab-kaer • deuñv • merc'h-kaer • breur-kaer • c'hoar-gaer• •tadeg • mammeg • mabeg • merc'heg • breureg • c'hoareg • leztad • lezvamm • lezvab • lezverc'h • lezvreur • lezc'hoar • Gwelout ivez : |