Legio I AdiutrixLegio I Adiutrix[1] zo ul lejion roman hag a oa bet savet er bloaz 68, pe gant Neron, pe gant Galba. Ar C'harv (Capricornus) e oa hec'h arouez. Talvoudegezh an anv ː Harperez, Skoazellerez War a seblant eo bet savet gant martoloded Classis Misenensis, ur morlu staliet e Misenum , ha klokaet gant Galba. Staliet e oa neuze e-kichen Roma. E bloavezh ar pevar impalaer e stourmas a-du gant Marcus Salvius Otho e-kerzh emgann Bedriacum. Hemañ, bet trec'het gant Vitellius, a gasas al lejion da vro Spagn. Gwelet e voe Legio I Adiutrix o stourm er bloaz 70 e Germania Inferior, a-enep emsav ar Vataved. Goude-se, Legio I Adiutrix a oa staliet e Mogontiacum (Mainz). E 83, dindan an impalaer Domitian, e stourmas a-enep d'ar Chatti, ur boblad german o vevañ en daou du d'ar Roen. Kaset e voe goude da Pannonia, evit klokaat arme an Danav, da stourm a-enep an Daked. Goude ma oa bet drouklazhet Domitian e 96, Legio I Adiutrix a gemeras pouez war politikerezh an impalaeriezh roman. Lakaet e voe an impalaer Nerva da zegemer Trajan war e lerc'h. Pa yeas Trajan da impalaer d'e dro, hemañ e roas d'al lejion ar c'h-cognomen Pia Fidelis ("leal ha feal"). Etre 101 ha 106, dindan an impalaer Trajan, Legio I Adiutrix, da-heul Legio IV Flavia Felix ha Legio XIII Gemina, e aloubas bro Dakia. Kaset e voe ivez gant Trajan da vrezeliñ a-enep ar Barted (115-117). Goude-se e voe kaset en-dro da Bannonia gant Hadrian, ha staliet e Brigetio (Szőny, ur gêr eus Hungaria), war an Danav. Dindan Marcus Aurelius, Legio I Adiutrix e stourmas a-enep ar Varkomaned. Etre 171 ha 175, Pertinax a oa e penn al lejion. Impalaer roman e oa bet e-pad tri miz, etre ar Iañ a viz Genver 193 hag an 28 a viz Meurzh 193. War-lerc'h, Legio I Adiutrix a skoazellas Septimius Severus evit aloubiñ Roma. Legio I Adiutrix zo brudet evit bezañ kemeret perzh er brezelioù a-enep ar Barted : e 195 ha 197-198 dindan Septimius Severus, e 215-217, dindan Caracalla, hag e 244, dindan Gordianus III. Meneget eo evit ar wech diwezhañ gant Notitia Dignitatum (390 / 425), pa oa c'hoazh e Brigetio (Szőny). notennoù
|