Lebor na gCertLebor na gCert (saozneg : Book of Rights, brezhoneg : Levr ar Gwirioù), Leabhar na gCeart en iwerzhoneg a-vremañ, a zo ul levr iwerzhonek skrivet er Grennamzer evit Roue Caiseal (saozneg : Cashel). EilskridoùAn eilskridoù koshañ a gaver eus Lebor na gCert a zo e-barzh Leabhar Bhaile an Mhóta (Book of Ballymote) ha Leabhar Mór Leacain (Great Book of Lecan)[1], an eil skrivet e 1390 hag egile e 1418[2]. Endalc'hAl levr a zispleg gwirioù Roue Uhel Iwerzhon hag an taosoù a zastum diouzh roueed ar broioù (Uladh, Laighean, Mumhan ha Connacht) ha roueed ar meuriadoù. Lavarout a ra ivez ar gopr a vez ret d'an Ard-Rí paeañ d'ar roueed all e-keñver o skoazell hag o lealded. Kavet e vez ivez e-barzh al levr gwirioù roueed ar broioù en hevelep doare. StummSkrivet eo al levr e gwerzennoù. Digoret e vez pep barzhoneg gant ur rann komz-plaen hag a laka e berr ar pezh a vez lavaret da c'houde. Daou warn-ugent anezho a gaver e-barzh al levr. SkrivagnerHervez an destenn eo bet skrivet al levr gant Sant Benean. Alies e kaver al lavarenn latin de quibus Benean dixit («evel-henn a lavar Benean») e fin ur rann komz-plaen, pe mod-all en iwerzhoneg lavarennoù evel ro ċan Benéan («evel-henn a gan Benean»). A-wechoù zoken eo anvet ar sant in t-úġdar, da lavarout eo «ar skrivagner»[3]. Evelato n'eo ket ar sant «tad» nemetañ al levr, a lavar John O'Donovan. Hervezañ e teu endalc'h al levr eus an hengoun gouezelek a gaver e levrioù all, ha skrivet hag adskrivet e oant bet gant meur a zen, Sant Benean en o zouez. Ouzhpenn, stumm ar yezh hag ar barzhonegoù n'int ket kozh a-walc'h da vezañ eus amzer ar sant[4]. Liammoù diavaez
Notennoù |