Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Lazher a steudad

lazher a steudad
micher
Iskevrennad eusmuntrer Kemmañ
Tachenn vicherelmuntr a heuliad Kemmañ
Hashtagserialkiller Kemmañ
Stumm gourel an dikedennقاتل متسلسل, tueur en série, сэрыйны забойца, серийный убийца, serijinis žudikas Kemmañ

Ul lazher a steudad[1] (saozneg: Serial killer) a vez graet eus un den a lazh daou zen d'an nebeutañ, hag ar muntroù a zo ledet war un amzer hir a-walc'h. Al lazherien a steudad a zo plijet a-fed spered gant ar fed muntrañ, ha meur a lazher a steudad a gav plijadur gant jestroù reizhel gant ar c' houzañveien mare pe vare en argerzh lazhañ. Hervez Burev Kevredadel Enklask Stadoù-Unanet Amerika (FBI) e kaver meur a abeg da dorfedoù al lazherien a steudad evel ar c'hounnar, gounid arc'hant, kavout plijadur ha klask desach evezh an dud war o obererezhioù. An doareoù lazhañ a vo disheñvel hervez mammenn muntroù al lazher a steudad. Darn eus ar c'houzañverien a zo liammet etrezo dre an oad, an neuz, ar reizh pe an orin gouennel.

Al lazherien a steudad a zo ur rummad ispisial a fed rummatadur ar vuntrerien hag a zo disheñvel diouzh lazherien a yoc'h, ul lazher a gopr, pe ul lazher a heuliad, memes ma vez kavet poentoù boutin etrezo holl. Al lazherien a steudad o deus kudennoù spered anat met n'int ket gwelet alies evel tud na c'hallont ket bezañ barnet evel an dud all.

Istor

Istorourien an dorfedouriezh a ginnig e vije bet eus lazherien a steudad abaoe ma 'z eus eus Mab-den. Lod mammennoù da vojennoù ar sunerien-gwad pe an dud-bleiz c'hoazh a oa en gwirionez awenet gant obererezhioù lazherien a steudad ar Grennamzer. En Afrika ez eus bet mareadoù muntroù gant tud Leopard. Liu Pengli eus Sina, niz an impalaer Han Jing, a oa bet graet Priñs Jidong er c'hwec'hvet bloavezh eus kreiz ren Jing (144 AJK). Hervez an istorour sinat Sima Qian, "ez ae en ergerzhadennoù gant 20 pe 30 sklav pe gant paotred yaouank kuzhet rak al lezenn, da lazhañ tud ha laerezh o madoù evit plijadur ar sport". Kalzig eus e sujedoù a ouie a-zivout al lazhadegoù-se, met n'eo nemet en 29vet bloavezh e ren ma oa bet mab unan eus ar c'houzañverien o kas un dezrevell d'an impalaer. Soñjet e vez e oa bet lazhet 100 den da nebeutañ. Pennoù uhel al lez o devoa kemennet e oa Liu Pengli da vezañ lakaet d'ar marv; siwazh, an impalaer ne felle ket dezhañ lakaat lazhañ e niz. Liu Pengli a voe torret eus e holl gargoù ha graet eus outañ ur sujed evel ar re all hag harluet. En IXvet kantved (bloavezh 257 an deiziadur muzulmat), "ur mouger eus Baghdad a voe harzet. Lazhet en devoa meur a vaouez ha beziet anezho en ti lec'h ma oa o vevañ. [2]

Lazherien a steudad en SUA

Darn al lazherien a steudad hervez an dielloù a zo bet en SUA.

Notennoù ha daveennoù

  1. "lazher a steudad | m. | lazherien a steudad", TermOfis, Ofis Publik ar Brezhoneg
  2. Al-Tabari (868–879). Al-Tabari's History, vol. 36..
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9