Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Lazhadenn John F. Kennedy

lazhadenn John F. Kennedy
muntr politikel, assassination, magnicide, muntr
ArvezJohn F. Kennedy School of Government Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDallas Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral Time Zone Kemmañ
Lec'hDealey Plaza Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°46′45″N 96°48′31″W Kemmañ
Deiziad22 Du 1963 Kemmañ
EfedExecutive Order 11130, Proclamation 3561, John F. Kennedy autopsy Kemmañ
Armamentfuzuilh, Carcano M91 Kemmañ
BukennJohn F. Kennedy Kemmañ
A implijJohn F. Kennedy assassination rifle Kemmañ
OberourLee Harvey Oswald Kemmañ
GouzañverienJohn F. Kennedy Kemmañ
Map

Lazhadenn John F. Kennedy a oa c'hoarvezet d'an 22 a viz Du 1963. John F. Kennedy, 35vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, a oa en ur charreadenn o tiskenn Dealey Plaza en Dallas, e Texas. Kennedy a oa en un oto gant e wreg Jacqueline, gouarnour Texas John Connally, hag e wreg Nellie, pa oa bet tennet warnañ adal ar savadur Texas School Book Depository gant an U.S. Marine Lee Harvey Oswald a-drugarez d'ur fuzuilh Carcano M91/38. Ar charreadenn kirri a oa bet trumm betek Parkland Memorial Hospital, lec'h ma voe disklêriet e oa marv ar prezidant Kennedy 30 munutenn goude an tennoù. Connally a oa bet gloazet ivez en dagadenn met dreistbevet en devoa. Ar besprezidant Lyndon B. Johnson a oa bet er galloud a-benn neuze.

Goude lazhadenn Kennedy, Oswald a oa distroet d'ar gêr evit pakañ ur bistolenn ; tennet en doa war ur poliser eus Dallas J. D. Tippit nebeut amzer goude bezañ paket an arm. E-tro 70 munutenn goude bezañ tennet war Kennedy ha Connally, Oswald a voe harzet gant an Dallas Police Department ha rebechet dezhañ hervez lezenn Stad Texas evit muntroù Kennedy ha Tippit. Da 11:21 d'ar 4 a viz Du 1963, skipailhoù skinwel a filme Oswald o vezañ fiñvet dre pennlec'h polis Dallas, tennet e oa bet warnañ marvus gant perc'hen ur voest-noz eus Dallas Jack Ruby. Evel Kennedy, Oswald a oa bet kaset da Barkland Memorial Hospital, ha amrvet e oa buan eno. Ruby a oa bet rebechet dezhañ muntr Oswald, memes ma oa bet didamallet goude ur galv justis. Ruby a oa marvet en toull-bac'h e 1967 pa oa ur c'hortoz ur prosez nevez.

Muntr Kennedy a chom mammenn meur a senario posubl betek teoriennoù an irienn. Hervez ar sontadegoù, darn ar stadunaniz a soñj dezho ez eus bet un irienn evit lazhañ ar prezidant. Al lazhadenn-se a zo chomet ur gleizenn en istor ar vro. Bet e oa bet al lazhadenn gentañ eus un hollad pevar er bloavezhioù 1960 en SUA, daou vloaz a-raok lazhadenn Malcolm X e 1965, ha pemp bloaz a-raok lazhadennoù Martin Luther King Jr. ha breur Kennedy Robert e 1968. Kennedy a oa bet ar pevare prezidant stadunanat lazhet.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9