Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Lanselod

« Me eo Lanselod »
Arzhur ha Lanselod, gant William Morris
Kimiad Lancelot ha Guinevere
Luc'hskeudenn gant Julia Margaret Cameron, 1874

Lanselod[1] zo unan eus marc'hegien an Daol Grenn, e Mojenn Arzhur. Ar gwellañ marc'heg eo met ivez serc'h ar rouanez Gwenivar. Meneget eo Lancelot du Lac er skridoù gallek ha Launcelot er re saoznek eus ar Grennamzer. Diwar e anv marteze eo deuet an anv-badez Lancelot a gaver bremañ e meur a vro en Europa.

An anv

Eus ar galleg kozh Lanceloz er varzhoneg Érec et Énide (Chrétien de Troyes, 1160-64) ; ur bihanaer eus an anv frankek Lanzo, a zo ur bihanaer eus unan eus an anvioù germanek niverus e Land–, evel ar saozneg kozh Landbeorht "land-bright" "bro skedus" ; gwelit Lambert.

Ar marc'heg

Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra meneg eus Arzhur.

Anavezet eo dre Lancelot ou le Chevalier de la charrette, ur romant bet skrivet gant Chrétien de Troyes etre 1177 ha 1181.
Ur skrid gallek all a bouez zo avat, al Lancelot-Graal, eus deroù an XIIIvet kantved.

Ar vojenn

Dont a ra Lanselod eus Breizh ha mab e oa d'ar roue Ban o Benioic en deus ur c'hastell e-tal ul lenn e Fforest Broseliawnd. Hector de Maris zo hantervreur dezhañ ha eontr dezhañ eo ar roue Bors. Tad eo d'ar marc'heg Galahad, ur marc'heg all da Arzhur.

Lennegezh

Ar c'hoshañ skrid anavezet diwar-benn Lanselod eo hini Chrétien de Troyes, met sur eo e oa anavezet abretoc'h dre skridoù all. Meneget e oa bet e anv a-raok el levr Erec et Enide gant Chrétien, a skrive neuze e oa gwellañ marc'heg an Daol Grenn. Ouzhpenn-se e vije bet treuzskrivet Lanzelet alamanek Ulrich von Zatzikhoven diwar ur skrid provañsek savet gant un den anvet Daniel Arnaud, koshoc'h evit ar Chevalier de la Charette meneget a-us.

Er Grennamzer

Levrlennadur

  • Lancelot and the Grail: A Study of the Prose Lancelot, Elspeth Kennedy (Clarendon Press, 1986)
  • Lancelot Do Lac, the Non-Cyclic Old French Prose Romance, Two Volumes, Elspeth Kennedy (ed.) (OUP, 1980)
  • Lancelot of the Lake, Introduction Elspeth Kennedy. Translation and notes Corin Corley (Oxford World's Classics)
  • William Cole. "First and Otherwise Notable Editions of Medieval French Texts Printed from 1742 to 1874: A Bibliographical Catalogue of My Collection". Sitges: Cole & Contreras, 2005.
  • The Princess, the Crone, and the Dung-Cart Knight, Gerald Morris (2008)
  • K. Sarah-Jane Murray, "From Plato to Lancelot: A Preface to Chretien de Troyes," Syracuse University Press, 2008. ISBN 0-8156-3160-X
  • Grail, Stephen R. Lawhead (Avon Books, 1997)

Notennoù

  1. Romant ar Roue Arzhur: Marzhin gant Langleiz

Pennadoù kar


Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9