Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Lan Tangi

Lan Tangi, Alain Tanguy war varilh an ti-kêr, hag eñ ganet d'an 28 a viz Mezheven 1951 e Karanteg, zo ur skrivagner hag un troour brezhonek. Troet en deus skridoù e saozneg hag e brezhoneg. Kelenner eo e vicher. Ha kregiñ a ra da c'hoari er sinema.

Buhez

Ganet eo war ar maez en atant e eontr hag e voereb, c'hoar e dad. E dad a oa eus Bro-Leon hag e vamm eus Menez Are, met kaset e voe ur pennadig war-lerc'h da di e dud-kozh eus tu e vamm en ur gêriadenn anvet Krann Vihan e parrez Berrien. Chomet eo eno betek an oad a 5 bloaz e ti e dud-kozh peogwir e voe kaset d'ar skol, da Santeg, e-lec'h ma oa skolaerien e dud. O chom e oant en ti-skol. Ur bloaz war-lerc'h e oa anvet e dud e Lokmaria-Berrien, (Menez Are). Chomet int daou vloaz eno a-raok mont da Garanteg, bro e dad, e-lec'h ma 'z int chomet betek ma 'z int aet war o leve.

Studioù

Evit ar pezh a sell ouzh e studioù, e voe kaset d'ul lise e Montroulez a-benn tapout e vachelouriezh ha mont goude da Skol-veur al Lizhiri e Roazhon.

E vuhez vicherel

Nac'het e oa bet gantañ mont d'an arme, neuze e voe ret dezhañ kuzhat e-pad bloaz. Goude-se ez eo bet o foetañ bro en Europa, Afrika, Azia hag Amerika. Pa oa tost 40 vloaz e oa distroet d'ar skol-veur, lec'h ma tapas un aotreegezh war ar brezhoneg. A-benn ober se en deus studiet dre bellgelennerezh e-pad 2 vloaz. Goude eo deuet da vezañ kelenner war ar brezhoneg ha peurzesket en deus ar yezh gant kelennerien all peotramant drezañ e-unan. Emañ bremañ e kevelouri Roudour o lakaat an dud deuet d'o oad da zeskiñ brezhoneg. Bet eo unan eus krouerien Roudour asambles gant Herve Kerrain ha Mich Beyer.

Kroget e oa da skrivañ traoù berr abred a-walc'h p'en deus gwelet ar yezh skrivet : kanaouennoù pe barzhonegoù. Kroget e oa war-dro an oad a 20 vloaz da skrivañ barzhonegoù hag ez eo kendalc'het d'en ober a-frapadoù. Diwezhatoc'h eo aet war-zu an danevelloù.

Mennozhioù

Ar pezh 'n deus lakaet anezhañ da skrivañ eo e oa naturel evitañ dre an endro ma oa bet desavet ennañ e-keñver ar yezh hag endro al levrioù. Er bloavezhioù hanter-kant e veze graet nozvezhioù war ar maez hag e veze kanet ha kontet istorioù. Skrivañ kanaouennoù a veze graet gant ur bern tud d'ar mare-se, un dra naturel e oa evito da ezteurel o soñjoù dre ganaouennoù. « D'am soñj eo an endro en deus bountet ac'hanomp (Bernez Tangi, e vreur, hag eñ) d'ober ar memes tra, da vont da heul ur seurt hengoun a oa er familh. Daou genderv din hag a zo bet desavet er memes kêriadenn o deus skrivet traoù e brezhoneg ivez. Unan anezho hag a zo marvet yaouank, en doa diskouezet din danevelloù bet skrivet gantañ. An hini all hag a skriv kanaouennoù a gan anezho ivez, en deus tapet e damm brud e-giz kaner a zo anvet Kristen Nikolaz.

Oberennoù

  • Mousafir, 1997. Dastumad barzhonegoù. Priz Langleiz 1998. Priz Imram 2001.
  • Da goulz an avaloù. 2001. Danevelloù.
  • Gant Gilles Pouliquen Menez Are (testennoù ul levr luc'hskeudennoù –2003)
  • Diwar an uhel, 2007
  • Alo,alo amañ Job. Pezh-c'hoari evit ar radio – 2007.

Barzhonegoù bet troet e yezhoù all

  • Per atzar aquella veu (gant Alan Botrel – Emboscall Katalonia),
  • Writing the wind, (New Native Press-Amerika)
  • The turn of the ermine, (Bro-Saoz)
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9