Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Lan Inizan

Lan Inizan
Lan Inizan
Anv ofisiel Allain-Marie Inisan
Anv pluenn Lan Inizan
Obererezh Beleg, romantour
Ganedigezh e 1826
e Gwinevez, Bro-Leon Bro-Leon
( Breizh)
Marv e 1891
e Gwinevez, Bro-Leon Bro-Leon
( Breizh)
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Emgann Kergidu
Toull al Lakez
Buhez Sant Fransez Asiz

Lan Inizan[1], Allain-Marie Inisan er marilh, ganet e Gwinevez, e maner Lanzeon, d'an 23 a viz Du 1826[2] eus Yann-Bêr Inizan ha Jann an Hir, ginidik a Vodiliz[3], ha marvet eno ivez d'ar 5 a viz Eost 1891[4], zo ur beleg hag ur skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.

E vuhez

D'an 23 a viz Du 1826 e voe ganet Alan-Vari Inisan e Lanzeon, e parrez Gwinevez-Lokrist, e Bro-Leon. Eno edo e diegezh o vevañ, a-wel da aod ar C'hernig, da nebeutañ abaoe ar c'hwezekvet kantved. Tud en o aez e rankent bezañ, " tud a renk " evel ma veze lavaret, ha tud a feiz kreñv e voent ivez a rumm da rumm. Mistri an ti a veze peurvuiañ izili eus kuzul fabrik ar barrez.

Lan a oa kaset da skolaj Kastell-Paol pa oa erru en oad. Eno e oa unan eus ar re varrekañ e-touez ar skolaerien all. Echu gantañ e amzer studi, ez eas da gloerdi bras Kemper, hag eno c’hoazh e tiskouezas pegen lemm e oa e spered ha pegen aketus[5]. An aotrou Fave, person Gwikanou, hag a oa bet gantan er c’hloerdi bras, a lavare « ne c’haved ket, d’ar mare-se, er c’hloerdi, kaieroù gwelloc'h stummet, bravoc’h moullet o skritur anezho, eget kaieroù Lan Inisan »[6].

Beleget e voe d'ar 14 a viz Mezheven 1851 hag anvet da gure e Gwikourvest d'an 28 a viz Mezheven da-heul ha tost goude (11 a viz Meurzh 1852) e Bodiliz, bro e vamm. Eus a Vodiliz e oa kaset da Blouganou (28 a viz Gouere 1853), da Bleiben (6 a viz Eost 1859) ha da Hanveg (22 a viz Gwengolo 1861). Er barrez diwezhañ-mañ ne chomas ket pell, amzer hepken da sinañ ur vadeziant (30 a viz Gwengolo) hag un interamant (4 a viz Here 1861), rak an abad Gwezenneg lakaet da gure en e lec’h, a voe anvet d'an 8 a viz Here. En ur guitaat Hanveg, an abad Inisan a deuas da Lanzeon da chom, gant e gerent e-doug 4 bloaz[7].

E 1865 ez eas da Normandi da gelenner e skolaj an Neubourg (e departamant an Eure), renet gant an abaded Normand, ur vicher a reas 4 bloaz a-raok bezañ anvet da berson e Sant-Denez ar Menezioù, parrez eus eskopti Evreux, d'ar 1 a viz Here 1869[8]. Diaes eo gouzout ma kendalc’has an abad Inisan d’ober skol en Neubourg e-pad ma oa person, rak war an "Ordo" eus eskopti Evreux emañ bepred war roll kelennerien an Neubourg er bloavezhioù 1868, 1869, 1870, ha 1871. Diwirheñvel eo avat koulskoude, rak ur flipad mat a hent zo etre an Neubourg ha Sant-Denez ar Menezioù[9]. E 1871 e welas ar Brusianed o tegouezhout hag e tistroas da Vreizh. Evel ma konte diwezhatoc'h an abad Inisan, « ar Brusianed o deus lamet ouzhin va zi, hag e renkis dont en-dro da Lanzeon »[10]. Chom a reas beleg dibarrez e Gwinevez-Lokrist e-pad 4 bloaz.

En e euriou vak e krogas gant ul labour nevez evitañ, rak, evit doare, er mare-se eo en em roas da skrivañ e brezoneg hag e lakeas war ar stern Toull al Lakez. Ar gontadenn-man, — ur soñjezon eus e yaouankiz, — a voe moullet da gentañ, er bloaz 1874, war ar gelaouenn Feiz ha Breiz, a-raok bezañ moullet diwezhatoc’h, er bloaz 1878, en ul levrig, e ti al levrierien Lefournier e Brest. En ur ober moullañ e gontadenn e Feiz ha Breiz, an abad Inisan ne sinas ket e labour eus e anv, met eus al lizerennoù D.L. hepken, da lavaret eo : Dom Lan. Marteze ivez, er bloavezhioù-se, e krogas gant Emgann Kergidu, met diaes eo da c’houzout, rak n’ouzer ket peur na penaos en em lakeas an abad Inisan da skrivañ al levr-man, a roas dezhañ, dre Vreizh-Izel a-bezh, brud eur skrivagner dispar e brezhoneg[11].

E miz Here 1874 e oa anvet da gelenner er skolaj Itron-Varia Wir-Sikour, e Gwengamp, renet neuze gant an aotrou chaloni Cotentin. Betek diwezh ar bloavezh-skol 1879 e teskas ar galleg, al latin, an istor hag an niveroniezh da vugale vihan ar 7vet klas[12]. E deroù ar bloaz 1877 e oa krog da voullañ Emgann Kergidu, hag er bloaz 1878 ec’h embannas Toull al Lakez. Reiñ a reas dilez eus e garg a gelenner gant ehan-skol ar bloaz 1879. Mont a reas neuze da berson da Winevez betek e varv[13]. Taget e voe gant ar c’hrign-bev, paket gantañ en e gouzoug, hervez ma konter, diwar e gorn-butun. Nouennet e voe gant an Aotrou Guen, kure Gwinevez d’ar mare-ze, ha, d’ar 5 a viz eost, er bloaz 1891 e varvas hag e voe beziet e bered Gwinevez, e-kichen e dadoù kozh[14]. Gant e bemp bloaz ha tri-ugent e oa eta pa yeas da anaon.

Butuner bras ha teod-lemm e oa, hep aon da sevel jeu d'an dud ha dezhañ soñjoù roueelour don. Kement-mañ a harzas outañ da vont pelloc'h war ar vicher ha chomet e oa tri bloavezh, a 1871 da 1874, hep parrez ebet. D'ar c'houlz-hont eo e krogas e penn e bluenn evit skrivañ e-pad e amzer vak. Ar brezhoneg a zeu gantañ en e skridoù a zo ur brezhoneg bev-buhezek met aes da lenn. Nebeut a oberennoù a zo bet skrivet gant Lan Inizan met e bennoberenn Emgann Kergidu hag a oa bet gwerzhet mat pa oa bev an aozour c'hoazh a chom hiziv an deiz ur romant a-bouez el lennegezh vrezhonek.

Embannadur kentañ Emgann Kergidu e 1878

Oberennoù

  • Toull al Lakez, un danevell varzhus embannet e 1874.
  • Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793, ur romant embannet e div levrenn e 1877 ha 1878, pennoberenn Lan Inizan, ar romant kentañ embannet en istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk an dud. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
  • Buhez Sant Frañsez Asiz, un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas Buhez ar Sent Yann-Vari Perrot. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.

Ereoù diavaez

Notennoù ha daveoù

  1. E deroù doare Toull al Lakez embannet e 1930 e c'heller lenn an notenn da-heul : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.
  2. Marilhoù ar gumun evit 1826, diellaoueg Penn-ar-Bed
  3. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 11
  4. Marilhoù ar gumun evit 1891, diellaoueg Penn-ar-Bed
  5. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 11
  6. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 11
  7. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 12
  8. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 12
  9. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 12
  10. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 12
  11. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 12-13
  12. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 13
  13. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 13
  14. Toull al lakez, Kemper, 1930, p. 13
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Lan Inizan.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9