J.J. AbramsJ.J. Abrams
Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Jeffrey Jacob "J. J." Abrams (bet ganet d'ar 27 a viz Even 1966) a zo ur sevener-produer-skrivagner filmoù ha heuliadoù skinwel amerikan anavezet evit e oberennoù skiant-faltazi pe jeu. Abrams en deus bet skrivet pe produet filmoù araok mont da eil sevener an heulienn skinwel Felicity (1998–2002). Bet eo bet ivez krouer an heulienn skinwel Alias (2001–2006) ha eil sevener Lost (2004–2010), Fringe (2008–2013), Undercovers (2010) ha produer evit an heuliennoù skinwel Person of Interest (2011–deiz-ha-hiziv) ha Revolution (2012–2014), gant lod heuliennoù all. Bet eo bet sevener war filmoù evel Star Trek (2009) ha Star Trek Into Darkness (2013), pe Mission: Impossible III (2006) ha Super 8 (2011). Bet eo sevener ar film da zont Star Wars: The Force Awakens (2015), ar c'hentañ film o welet krouidigezh un heuliad filmoù nevez Star Wars. Abrams en deus bet produet ar filmoù Cloverfield (2008), Morning Glory (2010), ha Mission: Impossible – Ghost Protocol (2011). C'hoariet en deus ur rol er film Six Degrees of Separation. Kalzig filmoù sevenet pe produet gantañ a zo bet embannet gant Paramount Pictures, padal a-fed heuliennoù skinwel e vezo dre Warner Bros Television ha Touchstone Television. Evit ar skinwel en deus krouet :
Evit ar sinema en deus sevenet :
Sevenet e vo gantañ Star Wars; Episode VII a-benn 2015. Produet en deus ivez :
|