Isabella d'Este
Isabella d'Este (1474 - 1539), markizez Mantova, a oa ur vaouez brudet eus ar Rinascimento en Italia hec'h amzer. IstorMerc'h e oa da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, ha da Eleonora di Napoli (a oa merc'h da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha da Isabella di Clermont) a voe markizez Mantova. C'hoar e oa da Beatrice d'Este, gwreg Ludovico Sforza, ha da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara. D'he c'hwec'h vloaz e voe graet kontrad d'he dimeziñ da Francesco Gonzaga, mab henañ markiz Mantova, Federico Iañ Gonzaga ha Marc'harid Bavaria (1442-1479). Seizh vloaz warni e oa ar markiz bihan. Sed a skrivas kannad Mantova :più che la bellezza è mirabile l'intelletto e l'ingegno suo (muioc'h eget he c'hened eo he spered hag hec'h ijin a zo souezhus). Kerkent hag erruet e Mantova e voe bamet gant al lez. Miz goude bout degouezhet e skrive d'he zad « Karantez am eus kemeret kement ouzh ar gêr-mañ ma n'hallan ket chom hep kemer preder ouzh enor hag interest ar geodedourien(Io ho già preso tanto amore a questa città, che non posso fare che non piglia cura de li honori et utilitate[1] de li citadini) ». Hi eo a zo pennkaoz ma voe diorroet ar sevenadur e Mantova. Desket e oa, gregach a gomze (un dra ral e-touez ar merc'hed, pa soñjer ne ouie ket Macchiavelli nag Ariosto gregach), seniñ a ouie, ha magañ a rae en he lez un toullad skrivagnerien ha sonerien. "Nec spe nec metu" ("Na gant spi na gant spont") a oa he ger-stur. Bernioù arc'hant a veze dispignet gant Isabella e-barzh dilhadoù ha bravigoù, ken e teue da vezañ patrom ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, hag ur skouer a gened, a livañ-dremm, a zoare-bevañ. Ur vaouez ampart war ar politikerezh e oa ivez, ha meur a wech e rankas ober war-dro ar stad pan ae he fried da veajiñ met dreist-holl pa voe prizoniet Francesco II e Venezia. E korf kenedus ar vaouez e talme ur galon dispont ha ne gile ket rak ar skoilhoù, ma skrive-hi diwar he fenn hec'h-unan : « Betek en hon jener e kaver natur gourel (Etiam[2] nel nostro sesso si ritrovano animi virili). »
Mervel a eure Francesco II en 1519, da 52 vloaz. Isabella d'Este avat a vevas ugent vloaz c'hoazh. Mervel a reas-hi en 1539 da 64 bloaz. Dimeziñ ha bugaleEizh bugel he doe:
Kaozioù
Notennoù
Pennad karLiammoù diavaez |