Hella HaasseHélène Serafia Hasse, anavezetoc'h evel Hella Haasse (2 a viz C'hwevrer 1918 e Batavia (Indez Nederlandat ar Reter en amzer-se) - 29 a viz Gwengolo 2011 en Amsterdam, en Izelvroioù[1]), a oa ur skrivagnerez nederlandek. BuhezTremen a reas Hella Haasse he bugaleaj en Indez Nederlandat ar Reter, un drevadenn eus an Izelvroioù (bremañ Indonezia). Kalz eus he skridoù zo awenet gant ar vuhez eno. Savet he deus romantoù istorel ivez. Resevet he deus meur a briz lennegel, en o zouez ar priz P.C. Hooft (1983) hag Priz al lizhiri nederlandek (2004). E 1988 e voe roet dezhi un doktorelezh a enor gant Skol-veur Utrecht. Grande Dame van de literatuur a reer anezhi alies en Izelvroioù, da lavaret eo "itron vras al lennegezh". Bez' eo unan eus ar skrivagnerien nederlandek a vez lennet ar muiañ. Oberennoù
Notennoù |