Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Harz

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An harz pep tra pe degouezh a laka traoù pe dud da chom a-sav. Diwar ar ster pennañ e teu meur a implij. Pa vez lakaet un harz d'un den e lavarer eo bet harzet ha peurvuiañ gant tud o deus diskouezet o nerzh pe o aotrouniezh evit rediañ an hinienn da vont ganto. A wechoù e vez lakaet un harz da red an traoù, da lavaret eo e mirer an traoù rakwelet da vont pelloc'h. Da skouer pa vez tennadegoù gant armoù-tan e c'hell bezañ divizet ma vo lakaet un harz d'an tan, kaout un emglev evit ma vo un harz-tan.
Koulskoude, unan eus an implijoù brasañ a zo en douaroniezh pa vez kaoz eus ur skoilh pe eus un diforc'h a ya da cheñch ar vuhez. Un harz douaroniel a c'hell bezañ fetis (ur stêr, ur menez, ur c'hoad) pe difetis (levezon un hinad. Un harz velestradurel pe bolitikel (etre ar riezoù) a c'hell bezañ termenet ivez diwar ar fed ma 'z eus un dra fetis e lec'h-mañ-lec'h.

Harz politikel pe velestradurel

Darnoù brasañ an Douar a zo bet poblet gant nebeut a dud e-pad miliadoù a gantvedoù. E kompezennoù bras e veve kantreidi ne oant evit embann ma veze harzoù etre o vandennadoù. Ne rae nemet klask boued evit o loened doñv pe heuliañ al loened gouez o doa ezhomm eus anezho (ar bizoned evit an Amerikaned-hag-Indianed, da skouer).
Dre an nerzh e veze kemeret pastelloù-bro hag e kreiz Azia ez eus bet meur a impalaeriezh ar stepinier e korf an Istor.
Termenañ an harzoù etre ar belioù a zo bet graet a-gozh, met ne oa ket ret ober e pep lec'h a-raok m'eo bet savet ar riezoù modern, ar pezh a zo bet lañset war-dro ar Patrom:17vet kantved e Europa. E meur a gornioù er Bed e veze lezet marzhoù (broioù ar marzh) e-lec'h ne veze ket ur veli hepken o ren pe e veze lezet diveli (pe emren) an dud a veve e kornioù-bro kazi digenvez (koadoù bras, geunioù, menezioù).
Gant donedigezh ar riez westfaliat e teu ezhomm klask sevel harzoù termenet mat a c'hell bezañ linennoù evit kontrolliñ monedone an dud hag ar varc'hadourezhioù pe evit plantañ kreñvlec'hioù m'eo posupl drezo difenn tud ar riezoù all aloubiñ ar vro.
Dre ma 'z eus bet meur a vrezel e Europa goude 1500 e ya meizad an harz riez da vezañ hini an harz milourel da gentañ, evel m'en deus graet ar marichal Sébastien Le Prestre de Vauban p'en deus savet kreñvlec'hioù tro-dro d'ar riez gall. Graet en deus dre urzh ar roue gall Loeiz XIV hervez tres an harzoù nevez goude m'eo bet aloubet meur a diriad (Elzas, Kornôg Flandrez, Kontelezh-Frank, Norzh-Katalonia, etc) diwar-goust ar Spagnoled hag ar briñsed alaman.

Harz armerzhel

Pennadoù kar

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9