star on Hollywood Walk of Fame, Sitges Film Festival Best Director award, Sitges Film Festival Best Screenplay award, Sitges Grand Honorary Award
Rummad tost
Category:Films directed by George A. Romero
George Andrew Romero (peurliesañ George A. Romero), ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer1940 e New York hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Gouere2017 e Toronto (Kanada), a zo ur filmaozer, senarioer, aktor, skrivagnerstadunanat. Brudet eo e filmoù euzh feuls a-walc'h ma tiskouez zombied, ha ma'z embann e soñjoù diwar-benn techoù fall kevredigezh ar Stadoù-Unanet, evel ar ouennelouriezh (The Night of the Living Dead) pe ar gevredigezh-veveziñ (Zombi / Dawn of the Dead). Al lodenn vrasañ eus e filmoù a zo bet filmet e Pittsburgh pe tro-war-dro.
Buhez
Ganet e voe e New York, hag eno ivez e kasas e vugaleaj. Goude-se ec'h enskrivas e skol-veur Carnegie Mellon e Pittsburgh. Goude bezañ tapet e ziplom e stagas gant ar filmañ. Filmoù berr ha bruderezhioù a savas. Asambles gant mignoned dezhañ e krouas an ti-produiñ Image Ten Productions e dibenn ar bloavezhioù 1960. Dastum a rejont 114 000 $ hag e savjont The Night of the Living Dead (1968). Gant ar film-se e tastumjont etre 4 ha 5 million a zolarioù.
Ne reas ket kement a verzh gant ar filmoù a aozas da-heul : There's Always Vanilla (1971), The Crazies (1973), Season of the Witch (1973) ha Martin (1976). Er filmoù-se e kaver ivez ur meskaj etre euzh ha preder diwar-benn stad ar gevredigezh.
E 1978 e stagas Romero gant filmoù zombied en-dro, hag e savas Zombie /Dawn of the Dead. Adframmet e voe ar film gant Dario Argento ha skignet e voe en Europa gant an titl Zombie. Ar film-se a goustas 1,5 milion a zollarioù, ha gantañ e voe dastumet 40 milion. E 2003 e voe lakaet ar film e roll ar filmoù dibar bet savet gant skipailh Entertainment Weekly. Goude-se e kendalc'has Romero gant Day of the Dead (1985), Land of the Dead (2005) ha Diary of the Dead e 2008.