Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Fuzuilh-resisted

Fuzuilh-resisted a vez graet eus ur fuzuilh pe ur garabinenn savet pe kemmet evit gellet tennañ pelloc'h evit armoù-skoaz standart. Ar fuzuilhoù-resisted modern a vez savet lunedennoù warne. Kambret int e kalibroù galloudus a bep seurt hervez o implij.

Doareoù disheñvel

Fuzuilh-arsailh HK 33 dezhi ul lunedenn

Fuzuilhoù-arsailh kemmet

Gant tennerien-resisted an armeoù e vez implijet fuzuilhoù-arsailh kemmet a-benn gellet tennañ resis betek 600 metr. Peurliesañ e vez ouzhpennet dezhe ul lunedenn, un daoubez ha/pe ur c'hanol ponneroc'h. A-wechoù e vez reoliet an draen evit ma vefe skañvoc'h e bouez-loc'hañ. E armeoù an AFNA e chom kambret fuzuilhoù a seurt-se e 5,56 × 45 mm peurliesañ.

Ur fuzuilh-resisted soviedel SVD Dragunov

Fuzuilhoù-resisted dezhe ur c'halibr etre

Implijet e vezont gant sniperien ha kambret e vezont gant kalibroù uheloc'h (7,62 × 51 mm, .338 Lapua Magnum pe 6,5 mm Creedmoor da skouer). Gellet a reont bezañ stummoù deveret eus fuzuilhoù-arsailh (FN SCAR-H), eus fuzuilhoù (FR-F1 deveret eus ar MAS 36), eus karabinennoù-chase (M24 hag M40 diazezet war ar Remington 700) pe savet a ratozh-kaer (SVD Dragunov).

Ur fuzuilh enep-dafar Barrett M82

Fuzuilhoù-resisted dezhe ur c'halibr uhel

Kambret e vezont peurliesañ e .50 BMG e broioù an AFNA (pe 14,5 × 114 mm er broioù bet soviedel). Implijet e vezont evit distruj dafar pe karbedoù a-bell, pe evit neptuiñ enebourien war-hed ouzphenn 2 gilometr. Fuzuilhoù enep-dafar a vez graet anezho a-wechoù. Ar Barrett M82 pe ar McMillan Tac-50 a zo skouerioù eus armoù ar rummad-mañ.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9