Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Enez Sgitheanach

Kartenn Enez Sgitheanach
Ar pont da vont da Enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (e gouezeleg Skos An t-Eilean Sgitheanach distaget: [əɲ tʰʲelan s̪kʲiə.anəx]; Skye e saozneg, distaget [skaɪ̯]) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz. E-kreiz an enezenn ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù Cuillin.

Emañ ar boblañs o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001.

En Highland emañ an enez. Ur pont zo, anvet Skye Bridge, da zont eus an douar-bras. Port Rìgh zo ur porzhig koant, hag eno emañ ar gêr-benn. Un drederenn eus an dud a gomz gouezeleg.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged). Diazezet eo armerzh ar vro war an douristelezh, a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, ar sevel eoged, hag ar wiski.

Gerdarzh

Ur sell trema'r c'hreisteiz diwar-lein Quiraing

,

En istor an enez e kaver levezonoù yezhoù disheñvel: gouezeleg, norseg, saozneg, ha ne vez ket aes atav digejañ orin an holl anvioù. An t-Eilean Sgitheanach eo an anv gouezelek (pe Sgiathanach, hervez ur c'hiz nevez). N'ouzer ket petra e talv avat[1] Meur a vartezeadenn zo bet graet, evel an "enez askellek" pe "the notched isle"[2] met n'eus bet kavet diskoulm splann ebet, ha gallout a rafe an anv dont eus ur yezh koshoc'h.[3].

E 1549 e skrive Donald Munro, dean an inizi: "This Ile is callit Ellan Skiannach in Irish, that is to say in Inglish the wyngit Ile, be reason it has mony wyngis and pointis lyand furth fra it, throw the dividing of thir foirsaid Lochis"[4].

Douaroniezh

Enez Sgitheanach hag an inizi tro-war-dro.

1,656 km² dezhi, eil brasañ enezenn Bro-Skos eo Enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz e sav torgennoù An Cuiltheann.

Al ledenezioù: Trotternish en hanternoz, Waternish, Duirinish, Minginish ha Strathaird er c'hornôg ha Sleat er c'hreisteiz.

An inizi tro-war-dro: Isay, Longay, Pabay, Ratharsair, Rònaigh, Scalpay, Soaigh ha Wiay.

Kêrioù

Port Rìgh eo ar gêr vrasañ en hanternoz, gant 1 960 a dud[5]. E-touez ar c'hêrioù all emañ Cill Mo Luaig, Stafainn, Uig Dùn Bheagain An t-Ath Leathann, Ealgol, Armadal, Caol Acuinn (e-lec'h m'emañ ar pont a gas d'an douar bras).

Istor

Ragistor

Kastell Dùn Bheagain, pa seller trema Taolennoù MacLeod

Notennoù

  1. Skye: A historical perspective. Gazetteer for Scotland. Kavet : 2008-06-01.
  2. Mac an Tàilleir, Iain (2003) Placenames. (pdf) Pàrlamaid na h-Alba. Retrieved 23 March 2007.
  3. Oftedal, M. The Gaelic of Leurbost Norsk Tidskrift for Sprogvidenskap 1956
  4. Munro, D. (1818) Description of the Western Isles of Scotland called Hybrides, by Mr. Donald Munro, High Dean of the Isles, who travelled through most of them in the year 1549. Miscellanea Scotica, 2. Meneget e Murray (1966), pajenn 146. E brezhoneg: Ellan Skiannach eo anv an enezenn en iwerzhoneg, da lavarout eo "an Enez Askellek", abalamour d'hec'h eskell ha begoù niverus a zeu anezhi, dre ma'z eo rannet an douar gant al loc'hioù meneget a-raok..
  5. "Highland Profile" The Highland Council (2004 estimate). Retrieved 8 March 2008.

Levrlennadur

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9