Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Enebiezh ouzh perzh ar Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam

enebiezh ouzh perzh ar Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam
luskad politikel
Iskevrennad eusmanifestadeg Kemmañ
HeuliadBrezel Vietnam Kemmañ
Deiziad1963 Kemmañ

Al lusk enebet da perzhiadur Stadoù-Unanet e Brezel Viêt Nam a oa kroget e 1965 gant manifestadegoù a-enep perzh brasoc'h-brasañ Stadoù-Unanet Amerika er brezel. Gant ar bloavezhioù o tremen, ar manifestadegoù-se a oa troet en ul luskad sokial hag a oa bet ul lodenn diazez eus an enep-sevenadurezh eus ar bloavezhioù 1960.

Izili al luskad peoc'hgarour dre ar Stadoù-Unanet a oa studierien da gentañ, mammoù, ha tud yaouank enebet ouzh ar establishment. An enebadur a oa aet war-gresk gant donedigezh pennoù ha stourmerien al luskadoù gwirioù keodedel, gwregelourezhed, hag al luskad Chicano, gant labourerien ha sindikadoù. Bez e voe harp ivez gant strolladoù all, evel kelennerien, tud a Iliz, kelennerien skol-veur, kazetennerien, alvokaded, soudarded kozh, medisined (Benjamin Spock dreist-holl).

Ar manifestadegoù enebet ouzh ar brezel a oa reoù gant tud peoc'hus, hep feulster evit an darn anezho. Erruet e 1967, un niver uheloc'h-uhelañ a Amerikaned a soñje e oa ur fazi da gemer perzh en un doare milourel er Vietnam. Anzavet eo bet degadoù a vloavezhioù goude gant Sekretour an Difenn Robert McNamara.

Perzhiadur milourel Stadoù-Unanet er Vietnam a oa kroget e 1950 gant un harp d'ar c'hallaoued en Indez-Sina c'hall a-enep an nerzhioù komunour sinaat. Ar perzhiadur milourel kement hag an enebadur d'ar brezel a oa aet war-gresk goude an aotre gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet dre mennad Pleg-mor Tonkin e miz Eost 1964, ha gant soudarded stadunanat oc'h erruout e Vietnam d'an 8 a viz Meurzh 1965. Richard Nixon a oa bet dilennet prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 1968 war ar promesaoù da baouez Brezel Vietnam hag ar c'honsailhiñ. Nixon a oa kroget gant tennañ soudarded e miz Ebrel 1969. Ar manifestadegoùm a oa bet d'an uhelañ gant led ar brezel e Kambodja e miz Ebrel 1970. Embannet e oa bet Paperioù ar Pentagon e miz Even 1971. Ar c'honseilhidi diwezhañ a oa bet e fin ar bloavezh 1972, ha tennadenn ar soudarded stadunanat diwezhañ eus Vietnam e oa bet e Meurzh 1973.

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9