Emgannoù Khalkhin GolEmgann Khalkhin Gol
Emgannoù Khalkhin Gol (rusianeg: Бои на Халхин-Голе; mongoleg: Халхын голын байлдаан) a vez graet eus un hollad emgannoù e 1939, etre nerzhioù lu an URSS ha nerzhioù lu Impalaeriezh Japan. Ne oa ket bet eus ur brezel disklêriet ofisiel hag ouzhpenn URSS ha Japan e oa bet Mongolia ha Manchukuo o kemer perzh ennañ. An anv zo deuet diwar ar stêr Khalkhin Gol, a zo e-kreiz an dachenn emgann. E Japan, an emgann pouezusañ a zo anvet Gwallzarvoud Nomonhan (ノモンハン事件, Nomonhan jiken) diwar an anv Nomonhan, ur gêriadenn nepell diouzh an harzoù etre Mongolia ha Manchouria. Disoc'h an emgannoù a voe un trec'h peurglok gant mongoliz-soviediz war ar 6vet arme japanat. Nomonhan e oa bet ar wech kentañ en istor Mab-den ma voe implijet an nerzh-nij bras-niver en un emgann birvidik evit tizhout ur pal milourel resis. Pennadoù kar |