Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Edda e gwerzennoù

Golo troidigezh saoznek an Edda e gwerzennoù gant Olive Bray. Gwelout a raer Yggdrasill, Ratatoskr, ar pevar c'harv, Níðhöggr ha Veðrfölnir.

An Edda e gwerzennoù zo un dastumad barzhonegoù en hennorseg miret en un dornskrid eus Island ar Grennamzer : ar c'hodex Regius. Gant an Edda e komz-plaen, skrivet gant Snorri Sturluson, ez eo mammenn vrasañ hon anaoudegezh eus mitologiezh Skandinavia ha eus mojennoù harozek Germania. Adalek an XIXvet en deus bet ul levezon vras war lennegezh Skandinavia, n'eo ket hepken dre an istorioù a gaver ennañ met dre an nerzh hag ar perzh dramatek eus kalz eus ar barzhonegoù. Deut eo ivez da vezañ un awen evit kalz nevezadennoù en arzh ar barzhonegoù. Vilhelm Ekelund, Aogust Strindberg, J.R.R. Tolkien, Ezra Pound ha Karin Boye o deus anavezet e tleent kalz d'an Edda e gwerzennoù.

Skrivet e oa ar c'hodex Regius en XIIIvet kantved met n'anavezer netra diwar-benn e istor betek 1643 ma teuas Brynjólfur Sveinsson, eskob Skálholt d'ar c'houlz-se, da vezañ perc'henn warnañ. D'ar mare-se e oa stummoù anavezet-mat eus an Edda e komz-plaen en Island met an dud desket a ouie e oa bet un Edda all, an Edda koshañ ; ma oa ar barzhonegoù pagan meneget gant Snorri en e Edda e komz-plaen. Pa oa dizoloet ar C'hodex Regius, e oa degemeret evel al levr gortozer a-bell. Brynjólfur a soñje dezhañ e oa bet skrivet gant Saemund|Sæmundr desket, ur beleg eus an XIIvet. Daoust ma n'eo ket degemeret ar mennozh-se gant an dud desket a-vremañ e kaver a-wezhioù an anv Edda Sæmund c'hoazh.

Kas a reas an eskob Brynjólfur ar c'hodex Regius evel donezon da roue Danmark, ha setu perak e vez anvet codex ar roue e latin. E-pad kantvedoù e oa miret e levraoueg roueel Kopenhagen met e 1971 e voe kaset da Island en-dro.

Barzhonegoù an Edda koshañ

Cheñch a ra niver ar barzhonegoù hervez an embanadurioù.

Lod eus ar barzhonegoù n'int ket e-barzh ar C'hodex Regius met lod a soñj ez int ul lodenn eus an Edda memes tra. Er roll da-heul, barzhonegoù ar c'hodex regius zo heuliet gant cr.

Ar barzhonegoù mitologek

VöluspáDiougan an diawelerez - cr
Hávamál — Telenngan an hini uhel-meurbet - cr
Grímnismál — Telenngan Grimnir - cr
Vafþrúðnismál — Telenngan Vafthrudhnir - cr
Baldrs draumar — Hunvreoù Baldr
HymiskviðaKan Hymir - cr
ÞrymskviðaKan Thrym - cr
Alvíssmál — Telenngan Alviss - cr
Hárbarðsljóð — Son Harbard - cr
Skírnismál — Telenngan Skirnir - cr
Gróttasöngr — Kan Grotti
Grógaldr — Orezon Gróa
Fjölsvinnsmál — Telenngan Fjölsvid
Rígsþula — Barzhoneg Rig
Lokasenna — Breud Loki - cr
Hyndluljóð — Son Hyndla

Ar barzhonegoù marzhus

Atlakvida|Atlakviða — Kan Atli - cr
Atlamál — Telenngan Atli - cr
Reginsmál — Telenngan Regin - cr
Fáfnismál — Telenngan Fáfnir - cr
Grípisspá — Diougan Grippir - cr
Sigrdrífumál — Telenngan Sigrdrífa - cr
Brot af Sigurðarkviðu — Tamm barzhoneg Sigurdr - cr
Sigurðarkviða hin skamm — Kan berr Sigurdr - cr
Guðrúnarkviða I — Kentañ kan Gudrún - cr
Helreið Brynhildar — Marc'hekadenn Brynhild e rouantelezh Hel - cr
Guðrúnarkviða II — Eil kan Gudrún - cr
Guðrúnarkviða III — Trede kan Gudrún - cr
Oddrúnargrátr — Gwerz Oddrún - cr
Guðrúnarhvöt — Atizadur Gudhrun - cr
Hamðismál — Telenngan Hamdir - cr
Helgakviða Hjörvarðssonar — Kan Helgi, mab Hjörvardhr - cr
Helgakviða Hundingsbana I — Kan kentañ Helgi, muntrer Hundingr - cr
Helgakviða Hundingsbana II — Eil kan Helgi, muntrer Hundingr - cr
Völundarkviða — Kan Völundr - cr

Levrlennadur

Liamoù diavaez

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9