Dugelezh Luksembourg Ur pennad Luksembourg zo ivez.
Kontelezh Luksembourg, deuet da vout Dugelezh Luksembourg, zo bet ur briñselezh eus an Impalaeriezh Santel, kalz brasoc'h anezhi eget dugelezh-veur hiriv, hag enni edo, ouzh an dugelezh-veur, proviñs Luksembourg Belgia, un darn eus proviñs Liège (tro-war-droioù Saint-Vith) evel ma'z eo anavezet hiriv, tro-war-droioù Montmédy ha Carignan ha re de Thionville betek Marange-Silvange en Bro-C'hall (e rannvro Loren), hag ouzhpenn kornad Bitburg, Neuerburg, Kronenburg, Manderscheid ha Schleiden en Eifel, hag ivez kêrioù pe bourc'hioù Igel, e-tal Trèves, ha Saarburg (Rheinland-Pfalz) war lez dehou ar Moselle (e Land Rheinland-Pfalz) en Alamagn. Xvet kantvedKentañ meneg eus ar gontelezh a voe en Xvet kantved pa voe savet kastell Luxembourg gant Sigefroid. Un dalc'h-douar dre ar wazed e oa, ma'z ae an tiegezh da get e tistroe an douar d'an impalaer. Sed a zegouezhas en 1136 hag an impalaer da fiziout ar gontelezh e Herri IV Namur, ur c'henderv kompez d'ar c'hont diwezhañ. Mervel dibennhêr ivez a eure Herri IV ma voe roet ar gontelezh d'e vibien-gaer Thiébaut Iañ Bar da gentañ, ha Waléran III Limbourg goude, pa zimezjont d'e verc'h nemeti Ermesinde. Goude an Dugelezh (adal 1795–betek bremañ)Lennadur
|