Douglas MacArthur (26 a viz Genver 1880 – 5 a viz Ebrel 1964) a oa ur jeneral pemp steredenn stadunanat hag ur Field Marshal a orin skosat dre e dad. E penn Kuzul-meur al lu amerikan e voe e-pad ar bloavezhioù 1930, hag hollbouezus e voe e berzh e tachenn ar Meurvor Habask e-pad an Eil Brezel-bed[1]
Enoret e voe gant ar Vedalenn a Enor (Medal of Honor) evit e servij e-pad kampagn Filipinez, evel e dad Arthur MacArthur, Jr. ; an tad ha mab kentañ o vezañ enoret gant ar vedalenn-se e voent.
Douglas MacArthur e voe unan eus ar pemp den nemeto o vezañ bet tizhet ar renk a General of the Army el lu stadunanat, hag an hini nemetañ bet Field Marshal e lu Filipinez.
Yaouankiz ha studioù
Ezel eus ur familh milourien, Douglas MacArthur a zo bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1880, e Little Rock Barracks, Little Rock, Arkansas, an tad a zo Arthur MacArthur Jr., ur c'habiten en US Army. Ar vamm Mary Pinkney Hardy MacArthur (lesanvet "Pinky"). Arthur Jr. a zo mab ar gwirour ha politikour skosat anvet Arthur MacArthur Sr..
Hêrezh sevenadurel
- Filmoù
- Joseph Sargent, MacArthur, MacArthur c'hoariet gant Gregory Peck, embanner Universal Pictures, 15 a viz Gouhere 1977, 130 munutenn
- Peter Webber, The Emperor (an impalaer), MacArthur c'hoariet gant Tommy Lee Jones, embannerien Roadside Attractions ha Lionsgate ha Shochiku Company (Japan), embannet d'ar 14 a viz Gwengolo 2012, 105 munutenn
- Lee Jae-han, Memories of War, Douglas MacArthur c'hoariet gant Liam Neeson, embanner CJ Entertainment, 27 a viz Gouhere 2016, 115 munutenn
Levrlennadur
- Eil Brezel-bed
- John Gordon, Fighting for MacArthur: The Navy and Marine Corps' Desperate Defense of the Philippines , embannadur Naval Institute Press (416 pajenn), 15 a viz Here 2011 (ISBN 978-1612510576) (en)
- Douglas MacArthur, Batailles du Pacifique 1941-1945, embanner Laville Editions (152 pajenn), dastumadenn Batailles essentielles : mémoire des peuples, 22 a viz Du 2012 (ISBN 979-1090134256) (en)
Liammaoù diavaez
Notennoù