David Owen (Dewi Wyn o Eifion)David Owen, anavezet evel Dewi Wyn o Eifion (1784–1841) a oa ul labourer-douar hag ur barzh kembraek eus an XIXvet kantved. Ganet e oa e Llanystumdwy en Eifionydd. Desket e voe er parrezioù tro-dro hag e Bangor Is Coed. Labourer-douar e oa er Gaerwen, met e-pad 10 vloaz e oa bet o chom e Pwllheli (1827 -1837). barzhonegañ a zeskas gant Robert ap Gwilym Ddu, eus un atant e-kichen. Gounit a reas medalenn Cymdeithas y Gwyneddigion gant ar varzhoneg Molawd Ynys Brydain (Meulgan da Enez Vreizh) hag e 1811 e c'hounezas priz eisteddfod Tremadog gant Awdl i Amaethyddiaeth (Meulgan d'al labour-douar). E 1819 e kemeras perzh en eisteddfod Dinbych gant Awdl Elusengarwch. C'hwitout a reas war ar priz ha ne kenstrivas ket ken. OberennoùEmbannet e voe un dastumad eus e skridoù e Blodau Arfon e 1842 hag adembannet e 1906 e-touez Cyfres y Fil . EnglynSed un englyn gantañ diwar-benn Pont y Borth:
|