Chester NimitzChester Nimitz
Chester William Nimitz, Sr., ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1885 ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 1966, a oa un amiral en United States Navy. Ur roll a bouez en deus bet en istor morlu ar vro hag en Eil Brezel-bed evel penn ar flodad stadunanat er Meurvor Habask, ha penn kirri-nij ar Morlu hag an nerzhioù dilestrañ. Nimitz a oa an den arbennikaet e Morlu SUA a-fed listri-spluj. Diplomet a-fed listri-spluj pa oa yaouank, graet en doa war-dro treiñ luskerioù tri lestr, ar pezh a vo diazez evit ar Stadoù-Unanet Amerika a-benn kaout ar c'hentañ lestr-spluj nukleel an USS Nautilus. Deiziad ha renkoù
D'ar mare ma oa bet lakaet Nimitz da dizhout ar renk a amiral, an United States Navy n'en devoa ket dalc'het ar rank a (Commodore). Nimitz a oa bet lakaet neuze da Kabiten betek Isamiral. Dre divizh ar C'hongress e tizhas ar renk a Besamiral hag e teuas da vezañ Amiral e miz Kerzu 1941. Nimitz ne oa ket bet gant ar renk a Isletanant, lakaet e oa bet da vezañ Letanant leun goude tri bloavezh o vezañ ensign. Evit abegoù melestradurel, dielloù morlu Nimitz a embanne oa bet lakaet da dizhout ar renk a isletanant ha letanant ar memes devezh[1]. Notennoù ha daveennoù
|